Daou gantved eo padet al labourioù ar pezh a zispleg eo kemplezh a-walc’h he zres. Al lodennoù koshañ -treuziadoù kentañ an nev ha porched ar c’hreisteiz - zo eus ar XVIvet kantved. Da-heul eo bet savet ar gazel gentañ ha peurechuet an nev e-kerzh hanterenn gentañ ar XVIIvet kantved.
Hervez Reun Couffon, an eil kazel hag ar penn-iliz a vefe da lakaat war gont da W/Gwillherm Kerlezroux ha savet int bet etre 1660 ha 1664. Staget eo bet ar sekretiri outi war-dro 1700. Evit echuiñ eo bet savet ar c’hloc’hdi etre 1728 ha 1735.

 

Porched ar c’hreisteiz


Porched ar c’hreisteiz, chomet war-lerc’h un iliz koshoc’h eus ar XVIvet kantved, a gas d’an iliz. A-gleiz dezhañ, ar prenestr e drolinennoù damblaen, kinklet gant ul leon hag ur gripi a zo eus ar memes amzer.

Amañ emeur dirak un hollad savouriezh kaer eus ar c’hiz gotek flammek. Dont a ra anat war wel diouzh ar volzadur delioù kraban-arzh, ar pezh a ziskouez splann ampartiz ar gizellerien. Ur c’hemm bras zo etre ar c’hizelladurioù graet e maen kersanton ha lodenn all ar porched graet gant greunvaen. Eus daou du an nor ez eus ur pinakl ha warno ur c’hi hag ur c’hazh o redek.

 

N’eus kustod ebet e Sizun evit lakaat delwennoù an ebestel evel ma ’z eus e porchedoù all ar vro dre m’emaint war dalbenn ar garnel. Harp ouzh foñs ar porched e kaver un hanterskeudenn-c’hariatid, skrivet warni ar bloaziad 1514. Delwenn sant Suliav, e koad liesliv, a oa eno gwechall a zo bremañ e diabarzh an iliz a-us d’an nor vihan diouzh tu an hanternoz.

 

Penn-chantele giz Beaumanoir

Ar penn-chantele gant kalz a noedoù a zo doare ober Beaumanoir. Al linenn graet etre daou vann eus un doenn a vez graet « noed » anezhi. Eus an diavez e c’heller gwelet seizh bann toget, c’hwec’h anezho gant leternigoù. Ar familh Beaumanoir a oa saverien eus Plougonven, ganto eo bet brudet ar pennoù-chantele-se er XVIvet kantved

Skoazoù ar gabloù a zo stag warno krogoù damheñvel ouzh ar re a weler e Gwimilio hag ar skoazennoù-kreñv zo fichet gant logelloù kinklañ warno daezioù-bolz doare an Azginivelezh. Prenestr talbenn tu ar reter a zo bet mogeriet e 1833 pa oa bet adkempennet an aoter-vras. An daou brenestr kostez a zegas gouloù er c’heur.

 

Ar sekretiri

Kroget eo bet ar sekretiri e 1708 pa oa ren Loeiz XIV war-nes da echuiñ. Un trepas gant ur volz-maen a ya eus ar sekretiri d’ar c’heur. Kordañ a ra mat he neuz gant ar c’hloz-iliz : an tres zo eizhkognek, an talbenn stil klasel zo fichet gant pileroù ha bannoù heñvel ouzh koadaj.

An doenn, ur stumm kouc’h eilpennet dezhi (e stumm un « tog archer »), goloet gant mein-glas Menez Are, a zegas un neuz skañv, cheuc’h zoken d’ar savadur. En traoñ edo ar sekretiri tra ma servije an estaj da annez d’ar sakrist, rak eno e veze miret madoù an iliz, relegouer arc’hant sant Suliav peurgetket.