Morganezed ha drougaelezed

Awenet eo bet kizellerien Pleiben gant ar morganezed ha skeudennaouet o deus anezho e meur a lec’h er c’hloz-iliz. Ne glot ket atav o neuz gant ar pezh a gaver er mojennerezh gresian met klotañ a ra o galloud da bennfolliñ ar vartoloded gant o mouezh strobinellus evit kas anezho da veuziñ e foñs ar mor. Er mojennoù skandinavek ha krennamzerel e vez taolennet lodenn uhelañ korf ar vorganez evel hini ur plac’h hag al lodenn izelañ, goloet a skant, evel hini ur pesk, ganti ur grib hag ur melezour a-wechoù.


 
E Sizun, war skoazenn-greñv zehou gwerenn-livet norzh ar penn-chantele, e weler ar vorganez gourvezet war he c’hostez kleiz, ar pezh a glot mat gant an deskrivadur-se. Goloet eo a skant tev eus an dargreiz betek he lost forc’hellek, ur melezour ganti en he zorn dehou.
 
 

E korn gwalarn an iliz, ur c’horn-chap a ziskouez ur vorganez he lost-pesk gourvezet war he c’hostez dehou. A-eeun gant he lost e weler hantergorf kizellet un den, un dra ront en e zorn. N’eo ket diaes anavezout skeudenn Adam o tec’hel gant un aval. Er gizelladenn-se sarpant ar Bibl a zo en em droet en ur vorganez strobinellus.

 

 

Ar frizenn e diavez ar penn-chantele, a-live gant an daoulagad, a ginnig ur skeudenn disheñvel diouti. Traoñ ar c’horf a zo ur sarpant rodellet warnañ e-unañ hag an dremm hini ur plac’h yaouank he blev war he divskoaz hag un aval ganti en he dorn kleiz. Stank eo ar skeudenn-se el liorzhoù-iliz , e Gwimilio, e Landivizio pe c’hoazh Penn-ar-c’hrann da skouer ... Ur vaouez-sarpant o kinnig un aval a weler ivez war post porched ar c’hreisteiz. Evit desachañ aesoc’h Adam hag Eva, eo en em droet sarpant ar C’heneliezh en ur plac’h dezhi un hantergorf hag un dremm hoalus. Ar memes danvez a zo displeget e korn mervent ar garnel, tost d’ar volz-enor.
 
 

Aeled ha tud

 
Damguzhet etre kazel ar c’hreisteiz hag ar sekretiri ez eus un nor vihan a dalv ar boan da vezañ gwelet gant ar weladennerien. War an talbenn e weler penn kevrinus un den kozh o flourañ e varv. Piv eo-eñ ? Graet vez eus an nor-se « dor ar brederouriezh » hep displegadenn all ebet e c’heller krediñ eo ar penn-se arouez ar furnezh. Er Folgoad pe e Abati Daoulas e kaver sichennoù delwennoù gant ar memes tem.

 

Bolzadur an nor-mañ zo warni delioù-gwini kizellet mistr gant laboused o pigosat ha gwinierien.

 

Tost d’an nor-se ez eus kizellet war ur skoazenn-greñv un ael o terc’hel ur vanderolenn gant ar bloaziad 1661 skrivet warni.

War unan eus pignon hanternoz an iliz e kaver ur maskl o skeudenniñ un den torek. A bep tu, o tiflipañ eus kernennoù eilpennet ( kornioù a builhentez ?) ez eus laboused gant daoulagad ha begoù kizellet fin, hag uheloc’h o c’horf gant stumm an eskell. Elfennoù all zo e stumm figez.
Kement-se a c’hallfe bezañ ur skeudenn eus al lontegezh, unan eus ar seiz seizh pec’hed mammen.

 
 

 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
A-zehou d’an tour-iliz, ur prenestr eus pignon ar c’hornog zo fichet gant aeligoù.

 

 

 

 

 

 

 

 

Loened marzhus a bep seurt

 

 
 
Al leon a gaver stank a-walc’h war ar c’hornioù-chap, un aneval kriz ha didruez eo, sonn war e bavioù-araog hag o tennañ un teod hir spontus.
 
 
 
 
 
 

 
 
 
 
 
 
 
 
 
 

< Amañ e-kichen, emañ o terc’hel ur bugel etre e grabanoù.

Un aerouant pe ur marc’h-mor askellek ? >


 
 
 
 
 
 

Ur frizenn dirollet

Tro-dro d’ar penn-chantele, dirak hon daoulagad, ez eus ur frizenn souezhus mesk-ha-mesk enni temoù relijiel, mitologiezh ha mojennoù poblek. Lakaat a ra da soñjal en ur sablezenn eilskeudennet war ar greunvaen.

Ur Penn o rechetiñ skeudenn « an den glas », dezhañ dremm un den ha delioù ha skourroù o kreskiñ warnañ. An tres kinklañ-mañ a veze implijet en amzer gozh dija ha goude-se c’hoazh en amzerioù roman ha gotek met an arzour en deus graet estreget delioù, unan eus ar maskloù zo o tislonkañ loened...

Un aerouant...
Ul louarn o redek war-lerc’h evned (pe yer ?) Awenet e veze ar gizellerien ivez gant ar vuhez pemdeziek hag ar c’hontadennoù pobl.