Savouriezh
En iliz ez eus un nev gant kostezioù, div skoazenn an eil war-lerc’h eben, ur c’heur e-kreiz penn-chantele giz Beaumanoir.
Ar sklêrijenn o treuziñ gwer-livet ar c’hostezioù a laka war-wel pinvidigezh ar sternioù-aoter ha meurded al lec’h.
Gwelteñvoù ha blochedoù
Ar volz lambrezek hag ar framm a zo bet renevezet a-nevez zo, etre 2009 ha 2012.
En daou benn eus ar gwelteñvoù a zalc’h korn an doenn ez eus briferioù, e stumm pennoù-euzhviled, o terc’hel an treust etre o dent.
Ar blochedoù orin a zo bet renevezet pe adc’hraet evel ma oant : sant Suliav gant e beder bazh, ar C’hrist o tougen ar voul douar, ebestel gant o arouezioù hag aeled o tiskouez binvioù ar Basion.
Daou vloched nevez zo warno skeudenn an Itron de Ponthaud, ar penn savourez e karg eus ar reneveziñ hag an aotrou Breton, maer Sizun. Ar pezh a verk fent ar c’hizeller Erwan ar Berr.
a gleiz da zehou
- un ael o tougen ar groaz
- un ael o tougen an titul
- an itron de Ponthaud
Ar sablezennoù
Ar reneveziñ bet graet gant stalioù-labour Le Ber en deus adroet o lufr d’ar sablezennoù.