An aoter-vras
An aoter-vras a zo bet graet da gentañ-penn dreist-holl en eil hanterenn ar XVIIvet kantved war-dro 1670, gant stal-labour Maoris le Roux e Landerne.
A-us d’an aoter ez eus ur stern-aoter bihan gant tourelloù warno kolonennigoù gweet ha delwennoù er c’hustodoù. Tro-dro d’an tabernakl emañ ar pevar Avieler ha dindano sant Per ha sant Paol. A bep tu d’ar stern-aoter e weler skeudennet war medalennigoù, ur Werc’hez hag ar Mabig Jezuz ha sant Jozeb.
Al lodenn uhelañ a zo bet savet e 1830 gant stal-labour Pondaven eus Kastell-Paol. En he c’hreiz eo taolennet ar C’hrist savet d’an Neñv hag ez eus div zelwenn : A-gleiz, ar Werc’hez hag ar Mabig Jezuz, anvet Itron-Varia a C’hras, hag a-zehou, sant Suliav, gwisket gant ur mintr.
En talbenn emañ an Tad Peurbadel
Stern-aoter an Dreinded
A-gleiz d’an aoter-vras ez eus ur stern-aoter dibar eus ar XVIIvet kantved, bet graet e marmor ha gant mein tuf eus Traoñ al Liger. Diskouez a ra mat pinvidigezh ar gêr d’ur c’houlz e veze graet ar sternioù-aoter e koad hepken en ilizoù tro-war-dro. Al labour-se a oa bet fiziet er stalioù-labour Lavallois e diavaez Breizh.
War an daolenn greiz, eus an XIXvet kantved, e weler an ael, dezhañ tres ur bugel warnañ o tis-plegañ da sant Aogustin e vefe aeosc’h skuilhañ holl dour ar mor bras en un toull en traezh eget klask kompren mister an Dreinded.
War an talbenn emañ ar c’hrist o tougen ar voul-douar hag en-dro dezhañ ar Furnezh a zalc’h ur melezour hag an Esperañs gant un eor.
Stern-aoter sant Yann
Ar stern-aoter a-zehou, eus ar XVIIvet kanved ivez, a oa bet savet e maen tuf evel an hini a-gleiz. War an daolenn greiz e weler badeziant ar C’hrist gant Yann-Vadezour.
Harp ouzh an talbenn emañ delwenn an abostol sant Yann ha delwennoù ar Feiz hag ar Garantez.
stern-aoter an tremenvan
Emañ ar stern-aoter e kroazenn an hanternoz. Klasel eo an doare da daolenniñ an den war e dre-menvan ; un den o vervel hag ur vaouez o ouelañ en e gichen. Ur beleg a zo oc’h astenn dezhañ ur grusifi da bokat. Un ael a ra sin dezhañ d’e heuliañ. A-zehou, dre un nor zigor e tispak ar bed diavaez m’emañ an den-se o vont da guitaat. War an daboulin, en ur c’hloar, emañ an Dreinded Santel hag ar Werc’hez prest da zegemer e Anaon.
Dirak ez eus un den war bennoù e zaoulin o pediñ hag a sell war-zu ennomp evel ma vefe distag diouzh ar pezh a dremen a-dreñv dezhañ. Dom Mikael an Noblez an hini eo. Daoust hag ez eo ret kompren emañ ar c’hristen prest da zegemer « ar marv mat » a-drugarez d’e gelennadurezh ? Moarvat ! Ar pezh a rofe da intent perak eo ken sioul ha seder an arvest.
An daolenn-mañ a vez gwelet alies evel « nouenniñ Mikael an Noblez ». Padal an den toc’hor en deus ur pennad-blev hir tra ma oa Mikael an Noblez gant ur gern, evel ’vez dleet ... E gwirionez ez eo moarvat un den dianav hag a zo skeudennet evel-se evit diskouez danvez ar marv mat.
Sterniet eo gant peder c’holonenn weet e koad lieslivet.
En talbenn ez eus ur c’hustod gant delwenn sant Jozeb o tougen ar Mabig Jezuz. War an diazezoù emañ delwenn sant Pêr hag hini sant Paol, skouerioù kaer eus an arz barok, ha doare flandrezat ganto.
Stern-aoter ar Rozera
Savet eo bet aoter ar Rozera e 1655 gant Yann Berthouloux eus Montroulez . Emañ e kroazenn ar c’hreisteiz. An daolenn greiz, bet graet diwezhatoc’h, a skeudenn ar Werc’hez hag ar Mabig Jezuz o reiñ ar chapeled da sant Dominig ha da santez Katell a Siena. Tro-dro d’an arvest-se e weler pemzek medalennig livet warno mister ar Rozera. Adkavout a reomp delwenn an daou sant-se izeloc’h.
Peder c’holonenn weet zo kizellet stank ha kaer gant gwiniennoù warno aeled hag evned o pigosat. Skorañ a reont un talbenn gant ur Werc’hez hag ar Mabig Jezuz etre daou ael bras gant bep a berukenn.