Ar gador-brezeg

Savet e oa bet e 1784 gant Yves Cevaer, « “ mestr munuzer ha kizeller ” e Hañveg ha staliet e Landerne.
Ar c’hinklerezh zo eus ar XVIII vet kantved gant moulladurioù giz Loeiz XV. Ne reer ket dave eus ar relijion war-bouez ar goulm, dindan ar volzenn-vouezh, skeudenn ar Spered Santel hag un ael gant ur drompilh a-us.

 
 

Ar chapel-vadeziñ

An oglenn-vadeziñ e greunvaen a zoug ar bloaziad 1679. A-us dezhi ez eus ur stel eizhkognek e koad douget gant eizh kolonenn levn ; ar beder en adreñv zo bet labouret ha kinklet hag ar beder dirak zo chomet plaen ha diginkl.

Ar stel zo eus ar bloavezh 1630, graet eo bet a-raok an oglenn-vadeziñ. Koshañ stel koad Leon eo.

 
 

An ograoù

War-hed ledander an nev emañ an ograoù a zo souezhus meurbed.
Gwallgaset eo bet alies war-lerc’h e sevel gant an oberour-ograoù saoz Tomaz Dallam e 1633-1688. Distrujet gant un arnev e 1750, n’eo bet morse kempennet a-feson goude-se.

Adsavet e oa bet e 1970-1971 gant Jean Renaud, un oberour-ograoù eus Naoned. Ur miliad a gorzennoù hag ugent c’hoari a ya d’ober anezhañ hiziv an deiz.