Ouzhpenn an delwennoù a zo war ar sternioù-aoter e kaver oberennoù all hag a dalv ar boan bezañ gwelet
Ar C’hrist war ar groaz : aspadenn a chom eus un treust a enor kozh
Sant Erwan, XVIvet kantved
Sant Pêr, XVIvet kantved
Sant Suliav, dibenn ar XVvet pe XVIvet kantved
Sant Maodez, XVIvetkantved
Sant Gwilherm, eskob
Da welet ivez delwennoù er garnel a oa gwechall e chapel Sant Iltud ; sant Erwan hag ur Werc’hez-a-druez peurgetket.
E-touez ar pezhioù orfeberezh e kaver kalirioù ha klozennoù eus ar XVIvet, XVIIvet, ha XVIIIvet kantved. Un hanter skeudenn-relegouer eus sant Suliav eo ar pezh brudetañ, en arc’hant fetis, savet gant stal-labour Montroulez Fañch Lapous e 1625.