Ardamezioù a c’heller gwelet e traoñienn an Elorn


Ardamezioù treset gant an APEVE
Barbier de Kerjean


 

Aotrou Keryann e Sant-Nouga.

Anezhañ ur Markiz e 1618.

« En arc’hant e ziv dreustell en sabel »
 
 
 
 

Buzic de Kerdaoulas


 

Aotrou Kerdaoulas e Lannurvan.

Lignez Buzic de Kerdaoulas a gendeuz gant lignez ar Goëzbrianded e 1695.

« En gul gant c’hwec’h ruilhenn en arc’hant. »
 
 
 
 

Courtois du Beuzidou


 

E XVe kantved, Aotrou du Beuzidou ( trev Lannurvan, parrez Dirinonn),
de Kerandraon (parrez Lanneured), de Botquenal ( parrez Loperc’hed).

Kendeuziñ a ra al lignez-se gant lignez Le Veyer e 1500.

« En arc’hant e deir joskenn hoc’h-gouez en sabel. »
 
 
 

Encuff de Mesgrall


 

(pe Dencuff) Aotrou de Mesgrall e Sant -Divi.
Al lignez-se a gendeuz gant lignez de Penfeuntenyo / penfeunteniou e 1569.

« Palefarzhet ouzh 1 ha 4 en glazur plezhek en arc’hant”, Kerguen
Ouzh 2 ha 3 en arc’hant e deir joskenn hoc’h-gouez en sabel, evel de Courtois »