
Ur pieta — pe Gwerc’hez a Druez, Itron Varia a Druez, Mater dolorosa — a ziskouez ar Werc’hez glac’haret o tougen korf marv he mab diskennet eus ar groaz. An tem relijiel hag arzel-se a oa bet krouet e Bro-Alamagn e deroù ar XIVvetkantved ha ledet en Europa a-bezh e-pad kantvedoù war-lerc’h. En darn vrasañ eus ilizoù ha chapelioù hor bro ez eus ur pieta, meur a hini a-wechoù, en diabarzh pe war ar c’halvar.
Pa vez skeudennet Mari hag ar C’hrist gant tudennoù all tro-dro dezho (Yann, Mari-Vadalen, ar Maouezed santel …) e reer "Truezegezh/Gouelvan ar C’hrist" pe c’hoazh "Goueladeg" eus ar strollad-se.
Luc’hskeudenn : Pietà e bered ar Forest-Landerne — Oberenn graet gant stal-labour Prijent eus Landerne er XVIvet kantved).