
Anvet ivez « Goueladeg pe leñvadeg » : a ziskouez hon Salver goude ma voe diskennet diouzh ar groaz hag a-raok e sebeliadur.
Ar C’hrist hag e vamm Mari zo e-kreiz an doalenn, evel en ur Pieta. Tudennoù all zo en-dro dezho ; ar re a oa ouzh tal ar groaz hervez an Aviel : An abostol Yann ; Mari-Vadalen, mamm Jakez ; Mari-Salome ; Jozeb a Arimatia ; Nikodem ; aeled … A-wechoù e weler ivez sent-patron an Iliz pe donezonerien.
C’hoarvezout a ra an darvoud-se e–harz ar groaz, er Golgota, pe dirak bez ar C’hrist, setu a vez anvet neuze “Beziadur pe Sebeliadur”. N’eus roud ebet eus an tem-se en Avieloù, awenet eo bet a-hed ar c’hantvedoù gant an hengoun ha gant an Avieloù apokrif, da lavaret eo, nann-kanonel.
An tem-se en deus awenet meur a livour hag a gizeller abaoe ar XVvet kantved. Skouerioù niverus a gaver e traoñienn an Elorn evel e Penn-ar-C’hrann (luc’hskeudenn), Lambaol-Gwimilio ha Bodiliz.