Ur volz-wareg zo ur pezh mañsonerezh kromm, savet gant mein pe gant brikennoù, a c’holo diabarzh ur savadur en ur gemer harp war vogerioù pe beulioù.
pezhioù ur volz-wareg
1 - gwareg 2 - peulioù 3 - begel-bolz 4 - maen-bolz : Maen benet a-skerb hag a ya d’ober un elfenn eus ar wareg 5 - ezkein : Gorre a-us ar wareg 6 - enkein : Gorre dindan ar wareg |
un nebeud skouerioù
Gwareg war hantergelc’h : en hantergelc’h | |
Gwareg zreistizelaet : a zo e skin hiroc’h eget hini ar wareg war hantergelc’h | |
Gwareg stumm ur grommell-baner dezhi : savet gant meur a gelc’h | |
Gwareg divbantennek (pe e stumm krommvegek) : Gwareg stummet gant div (pe beder) rann hag a en em droc’h e beg ar volz |