
Feunteunioù a-gantadoù a gaver e Breizh tost d’an ilizoù, d’ar chapelioù pe en ul lec’h distro war ar maez.
Adalek an Henamzer e vez roet galloudoù burzhudus d’o dourioù ; galloudoù a bareañs dreist-holl. Da goulz ma voe kristenaet ar vro, tro-dro d’ar VIvet kantved, e voe lakaet ar feunteunioù dindan gwarez ar sent gant kloer Breizh evit diwriziennañ gizioù pagan azeulerezh an dourioù - Ar feunteun santel he deus kemeret plas uhel-varr pagan an drouized -.
Ar feunteunioù a zevosion n’o deus ket holl ar memes vertuzioù, en o zouez e kaver feunteunioù a bareañs, a zivinerezh, a warez.
Ar sent pareourien a vez enoret evit terriñ drougoù a bep seurt : droug-dent, droug-kof, kleñvedoù ar c’hroc’hen, kleñvedoù an daoulagad, remmoù … Pep a dachenn, padal lod anezho a c’hell pareañ meur a zroug.
Sent ar feunteunioù a zivinerezh a vez enoret gant ar re a fell dezho gouzout hag-eñ e vint dimezet dindan bloaz, pe hag-eñ e vo ur bugel da c’henel, pe c’hoazh gouzout ha glav a raio ...
Ar feunteun a warez a vez enoret evit gwareziñ ar chatal peurgetket. N’eus forzh pe hini a vefe ar sant aspedet e chom al lidoù damheñvel a-walc’h ; da skouer : evañ he dour, soubañ krezioù ar vugale enni, en em frotañ ouzh ur maen tost dezhi... profoù a bep seurt a c’hell bezañ roet ivez, hag all.
Adalek ar Grennamzer betek an XVIIIvet kantved, forzh peseurt stumm e vefe, simpl pe rikamanet-kaer, ar feunteunioù a ziskouez ur savouriezh liesseurt ha pinvidik, stil an Azginivelezh ha gotek stank enno.
Luc’hskeudenn : Feunteun sant-Divi, e Sant-Divi