DELORME Philibert | ( pe de L’ORME) Saver ha teorisian. Ganet eo bet e Lyon war-dro ar bloaz 1514 ha marvet eo e Pariz d’an 8 a viz Genver 1570. Kontet e vez evel ar brasañ tisavour eus an eil Azginivelezh Gall. Anvet e voe da « v/merer meur savadurioù ar roue » gant Frañsez 1añ ha da heul « tisavour ar roue » gant Herri II. E-touez e oberennoù brudetañ e c’haller menegiñ : Kastell Fontainebleau, kastell Saint-Maur, bez Frañsez 1añ, kastell Anet ha chapel Villers-Cotterêts, pont kastell Chenonceau… Anavezet e vez e Breizh dreist-holl evit ar « c’holonennoù doare Philibert Delorme » — dezho taboulinoù roudennek savet a-bep-eil gant fustoù nann-roudennek ha ledanoc’h o zreuzkiz – hag an « toennoù e stumm ur c’houc’h » a gaver war un niver bras a sekretiri. Luc’hskeudenn : gant Alain Basset, CC BY-SA 4.0, |