DORE Roland Tisavour ha kizeller mein.
Ganet eo bet war-dro 1585 ha marvet eo e Plouedern d’an 13 a viz C’hwevrer 1663. Bevet ha labouret en deus e Landerne.
Oberennoù pennañ savet e traoñienn an Elorn :
Bodiliz (ar chapel-vadeziñ), Kommanna (ar c’halvar er vered), Irvilhag ( kalvar chapel Koat-Nant), Lambaol-Gwimilio ( ar C’hrist a-us da nor ar garnel), Plouedern (ar maen-badeziant), Sant-Servez (ar c’halvar), Lannurvan (ar C’hrist war ar c’halvar), Tremaouezan (an daouzek abostol er porched)…