Kalvar a vez graet eus ur savadur ma kaver warnañ ouzhpenn ar C’hrist kroazstaget tudennoù all tro-dro dezhañ, da skouer : Ar Werc’hez, an abostol sant Yann, Mari-Vadalen, kroazioù an daou laer … n’eus ket kement a dudennoù war ur groaz simpl, da lavaret eo, trawalc’h e vez bezañs ar Werc’hez ha sant Yann evit ober ur c’hemm etre ur groaz hag ur c’halvar.


1 - Fust

2 - Krusifi

3 - Fleurennoù

4 - Titulus / Skritell skrivet warni INRI, a dalvez Jezuz a Nazared, Roue ar Yuzevien.

5 - Ar varc’hegerien a zo anezho soudarded roman a oa e Golgota. Hervez an hengoun e vez anvet Longin an hini en deus treuzet kostez ar C’hrist gant e lañs ha Stefaton an hini en deus roet un tamm spoue da chutellat d’ar C’hrist.

6 - Kroazennoù. Treuzelloù a-blaen gant sichennoù en daou benn o skorañ delwennoù gevellet (daou sant pe div santez kein-ouzh-kein ha benet er memes maen).

7 - Skoed. An ardamezoù a weler skeudennet warnañ a zo re an donezoner pe re ur familh a renk uhel eus ar barrez.

8 - Ar Werc’hez e-harz ar groaz.

9 - Sant Yann an avieler e-harz ar groaz.

10 - Pieta/Gwerc’hez a druez o tougen korf marv ar C’hrist

11 - Skoulm pe togenn

12 - Ar Skodoù a skeudenn porbolennoù ar vosenn hag a zalc’h soñj eus kleñvedoù-red ar vosenn a oa en o reuz brasañ da goulz savadur ar c’halvarioù.

13 - Al laer mat a vez graet Gesmas anezhañ en aviel apokrif Nikodem (IVvet kantved). Skeudennet eo a-zehou d’ar C’hrist, e zremm e peoc’h hag a-wechoù e kaver gantañ un ael o tougen e ene d’an neñv.

14 - Al laer fall a vez graet Dysmas anezhañ. Hemañ zo skeudennet a-gleiz d’ar C’hrist, e zremm orbidus, o tennañ e deod, hag a-wec’hoù e weler un diaoul gantañ.

15 - Mari-Vadalen a zo o leñvañ e-harzh ar groaz. Skeudennet e vez peurliesañ ur podad a louzeier-frond ganti.

16 - Sichennoù ar c’hroazioù a vez troc’het a-skerb o c’herioù alies.

17 - Riblenn-draoñ.

18 - Pazennoù pe derezioù.