1 - Sablezennoù : Treustoù lakaet war-c’horre ar mogerioù en dever. Kemer a ra harp framm an doenn warno ; gwechall e vezent lakaet war ur gwelead sabl, alese o anv.
2 - Gwelteñv : Pezh koadaj a-led a zalc’h stok ar mestroù-kebr kenetrezo. Ensterniet e vez er sablezennoù ma ‘z eus anezho.
3 - Brifer : Penn kizellet eus ur welteñv a skeudenn geol ul loen mojennek pe gwirvoudek : aerouant, krokodil, sarpant … o lonkañ an treust ; briferioù zo e daou benn ar welteñv peurliesañ e-barzh an ilizoù.
4 - Bloched / Botez : Pezhig prenn ensterniet er sablezennoù a dalv da skorañ ar mestr-kebr hag ar jambetenn. E diabarzh an ilizoù e c’heller gwelet e benn a-live gant ar sablezenn, kizellet warnañ un ael pe ur sant peurliesañ.
5 - Mestr-kebr : Treust beskellek o kemer harp war ar welteñv. An daou vestr-kebr a stumm un tric’horn gant ar welteñv.
6 - Jambetenn : pezh prenn a-sonn pe a-viziez lakaet etre ar welteñv hag ar mestr-kebr evit her skoazellañ. Houmañ a c’hell bezañ kromm he stumm da zegemer ur volz lambrusket.
7 - kazel-harp : Pezhig prenn lakaet a-vras da 45° etre ar gourdreust hag ar mestr-kebr. Houmañ a c’hell kemer ar memes stumm evel ar jambetenn.
8 - Gwelteñv troñset / Gourdreust : Pezh prenn a-led lakaet en hanterenn uhelañ eus an daou vestr-kebr.
9 - Penn-poeñson : Penn izel ar poeñson a weler e diabarzh an iliz a-rez al lambrusk ha kizellet warnañ peurvuiañ un tres bleunioù pe un dudenn iskis.
10 - Poeñson : Pezh prenn pennañ a-sonn eus ur c’houbl-gwelteñv [1] o pouezañ war ar welteñv. Kenstrollet eo ar mestroù-kebr hag al livenn-gein gantañ.
11 - Livenn : Pezh prenn a-led a zalc’h ar mestroù-kebr kenetrezo. Al livenn-gein zo an hini uhelañ hag al livenn-sabl zo an hini izelañ. Ar re a zo etre an div-se a vez graet livennoù-hanterek anezho.
[1] Koubl-kamm / koubl-gwelteñv : Kenstroll treustoù a zoug an to