En em ziskouez a ra ar ger « Liorzh-iliz » war-dro 1930 ha ledet er vro en eil hanterenn an XXvet kantved. Ul lec’h kloz eo gant ur voger tro-dro dezhañ. Keñver-ha-keñver gant an iliz emañ ar vered, da lavaret eo, ul lec’h a bedenn evit ar re vev hag ul lec’h a ziskuizh peurbadel evit ar re varv.
Kroget oa bet savidigezh an darn vrasañ eus liorzhoù-iliz traoñienn an Elorn pa veze Breizh en e vleuñv er XVIvet hag er XVIIvet kantved.
Dizoloomp an elfennoù pennañ eus ul liorzh-iliz :
1 - Ar volz-enor hag ar voger-dro
Ar voger-dro a verk ar vevenn etre al lec’h sakr ha disakr. Evel-se e veze gwarezet al lec’h diouzh al loened o trokellat amañ hag ahont ha diouzh obererezhioù pemdeziek an engroez a dremene eno.
Ar volz-enor. Kloz e veze toull ar porzh war-bouez ur c’hael-houarn pe un nor goat, ne veze digor nemet da geñver an darvoudoù bras evel an euredoù, an interamantoù, ar prosesionoù, pe reiñ degemer d’an Eskob …
An deizioù all, ar feizidi a c’haoliate ar bazenn, ur maen plat savet a-blom hag a vir ouzh al loened da vont e-barzh ar vered.
Hervez danvezioù ar fabrik ha mare o savidigezh e veze savet toulloù-dor al liorzhoù-iliz e meur a feson disheñvel. Ur piler-maen a bep tu d’un nor-dal a ya d’ober ar re simplañ. Lod all a zo bet labouret muioc’h warno ha dougen a reont an teir c’hroaz — ar C’hrist hag al laeron — a-us da bileroù an nor-dal ha d’ar bazenn. Erfin, muioc’h a glask a gaver war an toulloù-dor a zoug ur volz-wareg warno, awenet gant ar bolzioù-enor roman
2 - Ar vered gant ar c’halvar
Kustum e oa er XVIvet hag er XVIIvet kantved, ma vefe douaret ar re varv e-barzh an ilizoù. Adalek dibenn ar XVIIvet kantved, e voe difennet ar pleustr-se gant an eskibien, parlamant Breizh hag ar roue, hogen betek deroù an Dispac’h bras e chomas bev e parrezioù zo ar c’hiz-se. A-nebeudigoù e voe douaret an holl dud er berejoù.
Ar c’halvar, savet e-kreiz al lec’h, a verk start arouez relijiel an neved-se, a-wechoù gant ur groaz simpl pe gant ur c’halvar peurliesañ, da lavaret eo (ur C’hrist kroazstaget gant tudennoù tro-dro dezhañ : Mari, Yann, Mari-Madalen, an daou laer …). Kalvarioù zo hag a zo bras-meurbet o ment, ar pezh en doa roet an tu da leurenniñ warno arvestoù eus an Avieloù.
3 - Ar garnel
Er mare-se ez ae ar re varv, ma c’heller lavaret, an eil war-lerc’h egile da vezañ douaret en iliz. Dre ma veze leun al lec’h e veze ret kas an eskern, « evit lezel ar plas », e-barzh ar garnel, bet savet da zegemer an eskern-se. E penn-kentañ e oa goullo toulloù an talbenn da aveliñ al lec’h ar muiañ posubl.
Ar « c’harnelioù-stag » zo harp ouzh an iliz tra ma’ z eo distag ar « chapelioù-karnelioù » diouti.
Pa voe difennet douarañ an dud en ilizoù eo bet peurzilezet ar c’harnelioù. Lod anezho zo kouezhet en o foull pe diskaret int bet, re all zo bet lakaet da ober chapelioù pe meur a dra all.
4 - Ar porched
Nor-vras an iliz eo ar porched kement hag ul lec’h goudor ma c’heller en em vodañ ennañ. Emañ e tu ar c’hreisteiz evit tennañ ar brasañ gounit eus sklaerder ha tommder an devezhioù heoliek. Padal, hervez stumm ar vourc’h un nebeud anezho zo troet ouzh tu an hanternoz.
Bankoù a gaver a bep tu e diabarzh ar porched e-lec’h ma veze dalc’het kuzul ar fabrik. Gantañ e veze kemeret an divizioù diwar-benn mererezh ar barrez hag an drev. Da-geñver an emvodoù-se e veze posubl a gement a felle dezhañ bezañ war-dro.
Na pegen kaer-meurbet eo kinkladurezh ar porchedoù, mesket ennañ ar c’hiz gotek ha giz an Azginivelezh : Talbennoù fichet gant delwennoù, gwaregoù-bolz damblaen-begek, leternigoù ha pileroù, postoù ha bolzadurioù kizellet mistr. Peurliesañ e vez kavet enno delwennoù an daouzek abostol.
5 - An iliz
Kalon al liorzh-iliz eo an iliz, a zo al lec’h azeuliñ. Da bep iliz he zres hec’h-unan, gant he nev greiz, he nevioù kosteziek pe he divgazel, he c’hroazenn, he fenn-iliz (plaen pe gant noedoù lies), he forched, he sekretiri, hag evel-just he zour-iliz a c’heller anavezout a-bell.