Porche de Guimiliau1 - Talenn - Kinkladur e stumm un tric’horn savet war-lein dor-dal ur savadur (pe a-us d’ur prenestr, d’un nor …).

2 - Gaol - Moger skañv o stummañ ur gurunenn dric’hornek a-us d’un toull-dor (d’ur prenestr pe d’ur volz-wareg). Er savouriezh gotek e kaver peurliesañ klochedoù war he skoazioù, ur fleurenn war he lein hag ur c’hizelladur bosek en he c’hreiz.

3 - Kloc’hdiig - Elfenn ginklus e stumm un tourig : ur pinakl gotek, ul letern kinklet e giz an Azginivelezh gant ul leternig a-us dezhañ.

4 - Leternigoù - Touribelligoù dantelezet o skañvaat stumm ur piler pe ur pignon.

5 - Skoaz - Kostez zinaou ur c’haol, ur pignon pe un to. War an ilizoù e vez kinklet ar skoazioù gant klochedoù dezho stumm ur grosenn sonn.

6 - Kellaez (stern melen) - Elfenn ur savadur douget gant ar c’holonennoù. Traoñ-ha-krec’h, ar gourzreust, ar rizenn hag ar c’houriblenn a ya d’ober anezhañ.

7 - Kustodoù - Logelloù toullet e-barzh ur voger pe en ur skoazenn-greñv a dalv da zegemer an delwennoù. Ur sichenn war valir hag un daez war-laez dezho a c’hell ober anezho. Lod anezho, goullo, a zegas un efed kinklañ nemetken.

8 - Skoazennoù-kreñv - Pezhioù mañsonerezh harpet ouzh ur voger evit kempouezañ he bountadenn. Savet int bet ouzh ar porched, a bep tu d’an talbenn, gant ar memes pal. Kinklet e vezont peurliesañ gant delwennoù.

9 - Kolonennoù - E kinkladurezh ar porchedoù e kaver peurliesañ kolonennoù sanket a-zarn e-barzh ar voger a zo a-dreñv dezho.
War al luc’hskeudenn :
> En diavaez : kolonennoù andennek o zogennoù korintek o reiñ harp d’ar c’hellaez.
> E diabarzh an toull-dor : kolonennoù gwalennek giz Filibert Delorme

10 - Pileroù (stern glas) - Postoù o skorañ gwareg un toull-dor.

11 - Bolzadurioù (stern ruz) - Krommennoù ur volz a-us d’ur prenestr pe d’un nor.

12 - Begel-bolz - Maen kreiz ur volz pe ur wareg a dalv da stardañ mort ar frammad. Hemañ a c’hell bezañ kaeraet evel ma weler war al luc’hskeudenn.