
E Breizh ez eo unan eus elfennoù ar c’hloz-parrez. An dachenn eo, geotet pe get, a zo en-dro d’un iliz, d’ur chapel pe d’ur feunteun. Peurliesañ e vez bevennet gant ur voger-dro pe a-wechoù war ar maez gant ur c’hleuz hepken en-dro da chapelioù bihanoc’h. En abeg d’un niver bras a bardonioù a zo dalc’het eno e c’hell bezañ ul lec’h relijiel ivez.
Ar ger "plasenn-iliz" zo kevredet gant al liorzhoù-iliz, a-hed ar XXvet kantved, pa vez taolet ur sell dibar warno, da lavaret eo, pa seller outo en o fezh : ar voger-dro, an iliz, ar c’halvar, ar garnel, ar volz-enor, ar vered er blasenn-iliz, hag a-wechoù ur chapel hag ur feunteun ouzhpenn.
Hogen e veze anavezet a-raok evel ul lec’h disakr. E-giz-se, e dibenn ar XVIIvet kantved, un diskrivadur eus foar Sizun a ziskoueze ar blasenn-iliz evel al lec’h m’edo stalioù ar varc’hadourien.
Luc’hskeudenn : Chapel santez-Anna hag he flasenn-iliz e Lambaol-Gwimilio.