ar werenn-livet

1 - Pasturaj — Mañsonerezh a rann ar werenneg e meur a lodenn.

2 - Rouedad — Lodenn uhelañ ur werenn-livet a vez graet timpan anezhi ivez.

3 - Lañsetezoù — Digoradurioù sonn, e lodenn izelañ ur werenn-livet, dispartiet an eil re diouzh ar re all gant bannoù-etre. O lodenn uhelañ, anvet penn-lañsetez, a ziskouez tresoù liesseurt : war hantergelc’h, krommvegek, war deir ranngelc’h

4 - Digoradur — Kinkladur dantelezet er rouedad o reiñ distank da sklêrijenn an deiz.

5 - Mouchetez — Digoradur e stumm ur flamm, dezhañ ur grommenn hag un enepkrommenn.

6 - Souflez — Digoradur skouerek e stumm ur c’hwezherez pe ur galon.

7 - Barrennoù — Treuzennoù houarnet, siellet er mañsonerezh, a dalv da zerc’hel bannoù ar werenn-livet.