Savet eo bet Landivizio diwar ar ger « lann » a dalv keit ha « peniti », hag an anv « Thivisiau » (pe Tiviziau, Gwiziau, Vizio). Ne ouezer mann ebet diwar-benn buhez sant Thivizio. Hervez lod aozerien e c’hellfe hennezh bezañ sant Thuriav (pe Turian, Turien), eskob Dol er VIIIvet kantved, pezh a zo dislavaret gant aozerien all.

Betek ar penn-kentañ eus an XIXvet kantved e veze meneget bezañs ur porzh-iliz e Landivizio ; ennañ un iliz eus ar XVIvet kantved, ur vered, ur garnel, hag ur voger-dro.

E 1827, abalamour da gresk bras ar boblañs er c’hêrioù hag evit gwareziñ yec’hed an dud e voe dilec’hiet ar vered un nebeud kantadoù a vetroù pelloc’h diouzh tu an hanternoz, ‘lec’h m’emañ hiziv an deiz.

E 1858 e oa bet divontet ar garnel, maen goude maen, evit bezañ adsavet, evel ma oa anezhi gwechall, er vered nevez ‘lec’h ma teuas da vezañ ur chapel gouestlet da santez Anna.

E 1863, emañ gwall nec’het ar barrezianiz gant stad fall o iliz. Dre zievezh eo bet skarzhet ar gwelteñvoù o skorañ ar c’hoadaj, a ginnig bremañ kouezhañ en e boull. Diwar neuze e voe divizet adsevel ha brasaat anezhañ en ur virout elfennoù eus ar XVI vet kantved : ar c’hloc’hdi, porched ar c’hreisteiz hag al leternioù bolzek war-lein ar skoazelloù-harpañ. Graet eo bet pep tra diwar tresoù Puyo, tisavour e Montroulez. Kensakret eo bet an iliz nevez d’an 21 a viz C’hwevrer 1865.

E traoñ an iliz ez eus dek panell a c’hiz gotek e penn feunteun Sant-Tivizio. Disiellet int bet diouzh bez Frañsez de Tournemine, aotrou Koëtmeur, hag e wreg Renée de Saint-Amadour. Ar bez-se a oa gwechall e keur an iliz.

Daoust m’eo bet diskaret al lec’h, an elfennoù pinvidik a zo chomet war-lerc’h a dalv ar boan bezañ gwelet gant aked.