An Treoù-Leon er c’hantvedoù tremenet

Distro un tamm bennak diouzh liorzhoù-iliz traoñienn an Elorn ha war un dro pell diouzh an heñchoù touristel e chom liorzh-iliz an Treoù dizanat gant an dud o weladenniñ ar vro ha koulskoude … Adalek ar XIVvet kantved da vihanañ ha betek an Dispac’h bras e oa div drev e parrez an Treoù-Leon : Treveur ha Trelevenez. Aet eo da get an hini gentañ hag an eil zo deut da vezañ parrez e-pad ar c’honkordad 1801.

E-leizh a roudoù eus mare ar ragistor a gaver er c’horn-bro : e 1958 ez eus bet diskoachet un dastumlec’h 900 bouc’hal arem hag a zo miret e mirdi an arzoù-kaer e Kemper. Hervez ar studiadennoù, ar re goshañ a sav da bevar milved. Implijet e vefent kentoc’h da voneiz eskemm eget da vouc’hili-brezel.

Er XVIII vet kantved, e oa parrez an Treoù-Leon ( e-lec’h ma oa 27 kanndi ) e kreiz obererezh al lien e Leon. Ar c’hanndi zo un ti bihan ma veze gwalc’het al lin ennañ evit gwennaat anezho (kannañ). Prenañ a rae ar beizanted-marc’hadourien al lin e douaroù pinvidik an arvor, gwennaat a raent anezho en o c’hanndioù ha gwiadiñ anezho. Liorzh-iliz an Treoù-leon zo un arouez eus berzh greanterezh al lien. Diouzh 100 renabl goude marv bet graet er barrez eo bet renablet 141 stern-gwiad.

 
 

Piv eo santez Pitere ?

Ar santez eo a gaver skeudennet ar muiañ el liorzh-iliz. En diavaez e weler anezhi e fust ar groaz hag, war-lein porched ar c’hreisteiz, en ur brav a gustod. Taolennet eo bet ivez teir gwech er c’heur, ganti en he daouarn levr ar skritur sakr ha bod palmez ar verzherinti.

Met piv eo-hi ? Den ne oar… N’omp ket sur zoken eus hec’h anv : santez Pitere, Pithere pe Piterre ?
Hiniennoù a lavar e oa ur santez spagnolek, anvet sancta Pecina. Un nebeud skridoù a lavar deomp ivez e oa gwreg an aotrou Koatmeur ha, reoù all e verc’h ! Cheñch-dicheñch eo an deiziadoù. Koulskoude e c’hellomp lavaret, e-pad ur c’hantved, e oa bet adkemeret gant an arzourien ar skeudenn-se eus santez Pitere.