A-raok an Dispac’h bras e oa Logeginer ur ger vihan diwar ar maez hag a gonte 640 den enni. E 1860 e oa erru he foblañs da 800 den, met digreskiñ a reas a-nebeudoù ha ne gonte mui nemet 280 den e 1990. Er bloavezhioù diwezhañ-mañ eo aet ar boblañs war-raok adarre ha war-dro 400 den a gaver er barrez hiziv an deiz.

Betek 1640 ne oa ket ur barrez anezhi, na zoken un drev. Ne oa nemet ur chapel enni, perc’hennet gant an tiegezh Rosnivinen, a oa « en aour e joskenn gouezhoc’h en sabel, diframmet en gul » e ardamez. Emañ Logeginer dindan beli parrez Plouziri.

Evel en darn vrasañ eus ar c’hêriadennoù tro-dro o doa gallet ar barrezioniz sevel ul lec’h azeuliñ doujapl a-drugarez d’ar gounid tennet eus labour al lin hag ar c’hanab.

Er XVIIvet kantved e klemmas parrezioniz Logeginer war an hent hir o deveze da c’houzañv evit mont betek an iliz e Plouziri hag a lakae anezho e bec’h bras. "C’hoarvezout a ra, emezo, gant ar vugale o vont da zegemer ar vadeziant da Blouziri, mervel e-pad an hent ". Hag alies-kenañ e varve klañvourien hep degemer ar sakramantoù diwezhañ.

An aotrou’ n Eskob Kupif, eskob Bro-Leon, a voe kizidik ouzh ar c’hlemmoù-se, ha d’an 2 a viz Ebrel 1640 ec’h asantas lakaat ar chapel da vezañ un iliz-trev gant ar gwir da lidañ ar badeziantoù eno. Ar bloaz war-lerc’h, e 1641, e voe staliet ar maen-badeziant enni.

Dont a reas Logeginer-Plouziri da vezañ parrez e-pad ar C’honkordad.