Penn-ar-C’hrann, Pencran e galleg
Testeniekaet e vez anv Penn-ar-C’hrann adalek ar XIVvet kantved, e 1363 ent resis, diwar anv « Capella Beatae Mariae de Pentran », anezhi ur chapel gouestlet da Vari.
Enni ez eus ur c’hloc’h eus 1365, bet savet e Courtrai e Flandrez, hag a vez sellet outañ evel unan eus ar re goshañ e Penn-ar-Bed.
Betek an Dispac’h en em astenne parrez Plouziri eus uhelenn Logeginer en he fezh betek Penn-ar-C’hrann a zeuas da vezañ ur barrez dizalc’h e-pad konkordad 1801.
Bloaziadoù da c’houzout evit gweladenniñ al liorzh-iliz :
1363 : En ur mare trubuilhet emaomp abalamour d’ar brezel hêrezh Dugelezh Breizh (1341-1365) a zo oc’h ober e reuz er vro, hep droug ha drast, war a seblant, e-keñver monumantoù relijiel Penn-ar-C’hrann.
Er memes bloavezh e varvas Herve VIII a Leon hep heritour war-eeun. Diwar neuze e kouez aotrouniezh Leon gant e c’hoar, Janed, gwreg Yann I añ Roc’han a zeuas da vezañ aotrou nevez Landerne. Ar pezh a roas tro dezhañ, e c’heller soñjal, da ouestlañ muioc’h a arc’hant d’ar savadurioù relijiel.
Hervez ar pezh a ouzomp e oa aze ur savadur eus an XIIIvetkantved, bet savet, moarvat, war ziazez unan koshoc’h. Ar pezh a zo diarvar eo e kavomp meneg eus ur chapel gouestlet d’ar Werc’hez trugarezus Vari er bloavezh 1363.
1521 : Savidigezh kalvar an hanternoz war an dremenell. Ar bloaziad-se zo war un enskrivadur a lenner ivez anvioù an arc’hanterien warni. Graet e veze "Prokulerien ar chapel" outo.
Kalvar kreiz kroazstagadur ar C’hrist, an daou laer a bep tu dezhañ, a vez sellet outañ evel unan eus ar re gentañ, evel patrom ar c’halvarioù ganto div groazenn zoken. Pezh e oa un doare-ober nevez.
1553 : Ar bloaziad-mañ, engravet war ar porched, a ro testeni m’eo bet adsavet an iliz d’ar c’houlz-se. Er memes koulz eo bet savet ur porched bras diouzh tu ar c’hreisteiz. Un nevezadur ha na gave ket e pep lec’h. (Gw. Ar Merzher ha Lambaol-Gwimilio).
Merzout a reer emañ digreizet ar strollad taolennet war an timpan. Ar pezh a ro da soñjal pe edo delwennoù all o klokaat an arvest (pezh a zo gwirheñvel a-walc’h) pe edo rannet an timpan e div lodenn hag un arvest bennak all, aet da get hiziv an deiz, a ginkle al lodenn c’houllo.