Istor

Lambaol-Gwimilio, a veze graet Lambaol-Bodenez anezhi gwechall, a zo bet savet diwar ar ger « Lann » (peniti) hag an anv Paol Aorelian. Bez’ e oa un drev gozh eus parrez Plouilio (Gwimilio bremañ) a oa dindan beli eskopti Leon. An eskibien a oa perc’henn war un annez hag ur vilin e Koat-an-eskob. Ouzh ar vilin e weler atav ardamezioù an aotrou ‘n eskob Rolland de Neufville, eskob Leon eus 1568 da 1613 a veze o chom e maner Koat-an-eskob alies.

Dre labour al lin, ar stalioù kivijerezh hag ar sevel loened-kezeg e reas an drev berzh er XVI vet hag er XVII vet kantved. Ar binvidigezh-se a roas an tu da sevel ul liorzh-iliz eus ar re gaerañ.

 
 

An nor-veur

Harp ouzh penn ar garnel ez eus un nor-veur eus 1668 o tegemer ar weladennerien pe ar barrezianed. Diskrivet eo bet er mod-se gant Loeiz ar Gwenneg : « Ar wareg-enor en hantergelc’h, stok ouzh ar garnel gozh, a zo div golonenn gorzennet a urzh dorek a bep tu d’he zalbenn. A-zioc’h, war ur savenn gant ur c’haridell zantelezek ez eus bet savet ur c’halvar teir c’hroaz. Gant hini Hon Salver ez eus delwennoù ar Werc’hez ha sant Yann war un dreuzell, hag e-harz treid ar groaz emañ ar Vadalen o leñvañ. »

Ar vered a oa tro-dro d’an iliz a zo bet dilec’hiet e tu an hanternoz met ar voger-dro zo bepred war he sav ’lec’h ma oa gwechall.

 
 

Ar c’halvar

Savet eo bet ar c’halvar, eus ar XVvet kantved, e-kreiz ar blasenn-iliz war bazennoù eizhkognek. Skodoù a gaver war e fust ront. War skoulm ar fust emañ kroaz ar C’hrist gant he fleurennoù karrezek hag an daou laer a bep tu dezhi.
Dindano, un ael hag un diaoul e stumm un aerouant, zo o c’hedal o eneoù. E- harz treid ar C’hrist ez eus daou ael o tastum gwad Hon Salver en ur c’halir. Div sichenn, bet graet gwechall evit degemer delwennoù ar Werc’hez ha sant Yann warno, zo goullo hiziv an deiz.

War an tu-enep ez eus un Itron-varia a Druez, a bep tu dezhi sant Yann ha Mari-Vadalen.