Betek an Dispac’h bras e oa parrez Plouziri, ledet war ur gorread a 16000 devezh-arat [1], an hini vrasañ e Leon. Edo parrezioù a-vremañ Logeginer, ar Merzher, ar Roc’h-Morvan ha parrez gozh Sant-Julian Landerne enni.
Bez‘ e oa unan eus parrezioù traoñienn an Elorn deuet da vezañ pinvidik gant kenwerzh al lien hag a-drugarez d’ar feizidi n’o deus ket paouezet da gaeraat o iliz, frouezh splann o devosion.
War ur maen eus moger ar c’hreisteiz, e-kichen ar porched, e lenner an enskrivadur-mañ : « an iliz-se a zo bet renevezet er bloaz 1700. O fabliked Yann Kerbrat – Jozeb Elleouet. »
Hervez an tresoù kinniget gant ar breur Cassian, lean rekolez e Landerne, e oa bet graet ar savadur nevez-se.
Freuzet e oa bet ar garnel ivez hag adsavet eo bet e 1731.
Foeltret en nozvezh etre ar 16 hag ar 17 a viz C’hwevrer 1850, ar c’hloc’hdi a voe adsavet, evel ul lodenn vras eus ar savadur etre 1853 ha 1856, hervez tresoù an tisavour Jozeb Bigot. A-hent-all e c’heller lenn ar bloaziad 1856 war bignon kornôg an iliz.
Ne van eus an iliz kozh nemet ar porched eus 1665, ar penn-iliz hag ar gazel su eus 1700.
Iliz Plouziri zo heñvel a-walc’h ouzh ur roudennad vein dezhi un tres e stumm ur groaz latin. Gwelet diouzh an oabl emañ-hi par d’un « eor-a-drugarez » oc’h ober al liamm etre an neñv hag an douar.
[1] 80km²