Sant Edern

N’ouzer nemet nebeut a dra diwar-benn buhez sant Edern. Hervez ur vojenn en defe savet parrez Plouedern goude bezañ deuet eus Bro-Gembre e-lec’h ma oa o vevañ evel ur manac’h ermit. Goude ur pennad-amzer tremenet en Edern en defe savet e beniti diwezhañ e Lannedern hag eno e vije marvet, e-lec’h m’emañ e vez hiziv an deiz. Ar vojenn a gont ivez en doa repuet ha doñvaet ur c’harv hag en ur c’haoliata anezhañ e lakaas harzoù d’e zomani e-kerzh un nozvezhiad.

Hervez ur vojenn all e vefe bet tost da lez roue Arzhur.

E Plouedern, kenkoulz e Lannedern hag e parrez Edern, e-kichen Brieg, emañ skeudennet sant Edern o c’haoliata ur c’harv. Anvioù al lec’hioù a dalv da ziwall eñvor ar vro. Ar skeudennadurezh-se a gaver e meur a sevenadur.

Eus ur peniti d’egile, adalek hanternoz Bro-Gembre betek amañ, e c’hellomp dispenn roudoù sant Edern hag e garv. Diouzh diellevr Landevenneg e oa e c’hoar Genova hag e ziskibl Gwevret a-gevret gantañ.
An delwenn, taolennet a-us, a oa gwechall war-lein daez ar chapel-vadeziñ. Saveteet eo bet, dre vurzhud, goude an tan-gwall eus 1974.
 
 
Al liorzh-iliz

Ne vez ket kontet liorzh-iliz Plouedern e-touez al liorzhoù-iliz bras na zoken war hentad al liorzhoù-iliz. Gwir eo e oa bet diskaret iliz Plouedern gant an tan-gwall spontus a c’hoarvezas e-pad nozvezh an 23 ha 24 Mae 1974. Ar c’hoadaj hag an arrebeuri a oa bet gwastet penn-da-benn, war-bouez un delwenn eus sant Edern, war-lein ar chapel-vadeziñ, hag oberennoù benet er maen-greun.

Dindan renerezh an arkitektour Georges Cailliau eo bet renevezet an iliz gant ar c’hoant da adkrouiñ ul lec’h a brederidigezh hag a bedenn enni. Arzourien vrudet o deus kemeret perzh el labour-se : ar c’hizeller Vincent Fancelli hag al livour-kinklour Paol Mériguet peurgetket. Abaoe miz Genver 1978 e vez lidet an azeulerezh eno adarre.

Un nebeud pezhioù dibar eus liorzhoù-iliz traoñienn an Elorn a gaver c’hoazh e liorzh-iliz Plouedern.