N’oufemp nemet nebeut a dra diwar-benn buhez Neventer paneve ar pezh a c’hellomp lenn e Buhez ar Zent e Breizh Arvorig, gant A. Le Grand, 1637. Hervez ar vojenn e vefe bet kompagnun da sant Derc’hen en deus roet e anv d’ur gumun amezek.
Neventer ha sant Derc’hen a vefe bet daou varc’heg eus Breizh-Veur o doa treuzet an Arvorig evit mont da belerinañ da Jeruzalem.
O tistreiñ eus Douar Santel e weljont ar c’hont Elorn, war-nes d’en em stlepel eus tourioù e gastell e stêr Dour-Don (aet eo ar stêr-se da vezañ anvet Elorn goude-se), dic’hoanag ma oa abalamour d’un aerouant hag a oa o lonkañ, koulz all, tud ha loened, hag ar sort en doa lakaet e vab Riok, a oa daou vloaz d’ar c’houlz-se, da vezañ an hini da heul.
Ar roue Bristokus eo en doa urzhiet tennañ d’ar sort, bep sizhun, e-touez aotrouned ar vro, unan anezho evit bezañ taolet e toull an aerouant ha lonket gantañ.
Neventer ha Derc’hen o doa prometet d’ar c’hont Elorn dieubiñ ar vro diouzh an aerouant-se, gant ma asanto dilezel e gizioù pagan ha mont da gatolik hag eñ da asantiñ ar c’hinnig.
Diwar neuze, an daou sant kalonek a c’hourc’hemennas d’an aerouant, e anv Jezuz Krist, en em stlepel er mor ; hag eñ da santiñ outo ha da vont da get a-viken, ken aes ha tra : (an dra-se a vefe c’hoarvezet e Plouneour-Traezh, eskopti Bro-Leon). Padal ne droio ket ouzh Doue diouzhtu Elorn met asantiñ a raio badeziant e vab Riok.
Gant Riok hag e vamm e vefe bet savet iliz kentañ Plouneventer ha gouestlet da sant Neventer.
Goude-se e vefe distroet sant Dec’hen ha sant Neventer e Breizh-Veur evit echuiñ o buhez hag en em dennas Riok evel ermit war un enezennig, e-kichen Kameled. Arru kozh-kozh e vefe bet degemeret gant sant Gwenole en Abati Landevenneg.