Hervez an tad Albert Legrand (war-dro 1599 - etre 1640 ha 1644), e oa bet savet an iliz kentañ ’lec’h m’emañ an iliz hiziv an deiz. Kroget e voe he savidigezh gant gwreg ar c’hont Elorn ha gant e vab. Peurechuet e voe er VIvet kantved hepken.
Adkempennet e oa bet meur a wech a-hed ar c’hantvedoù, war-dro hanter ar XVIIvet kantved dreist-holl .
Eus 1872 da 1874 e voe kaset da benn labourioù bras a reneveziñ.