Statue de saint Cadou dans le maître-autel Hervez al lec’hioù e vez anavezet sant Kadoù dindan anvioù disheñvel : Kadoc, Cado, Kadok, Cadout, Cadog, Catrog-Deeth, Cadvot, Cazout.
En enep da veur a « sent » vreizhat mojennel e vez anavezet sant Kadoù dre an istor, ha pa vefe bet ijinet un toullad mat a zegouezhioù eus e vuhez.

Dont a reas er bed e bloavezhioù diwezhañ ar Vvet kantved e Bro-Morgannwg (Kembre) hag e vefe mab da roue Gwynllyn eus Glywysing, ur rouantelezh vihan eus Bro-Gembre bet savet e dibenn ar V vet kantved ha da rouanez C’hladusa.
Abati Llancarfan e Morgannwg a zo bet savet gantañ war-dro 518 hag eno eo bet kelennet un niver bras a sent evel sant Maloù ha sant Brendan.

Evel a-leizh deuet eus Breizh-Veur, Kembreiz pe Gerneviz, e kemeras perzh e luskad bras enbroañ ar Vretoned o tec’hel a-raok alouberien an norzh.
Hervez kronikerien zo e vefe deuet d’an Arvorig da vare ren ar roue Hoel II, da lavaret eo etre 545 ha 554 ha da goulz-se en defe bet darempredet sant Samson (diazezer eskopti Dol).

Ur wech distroet d’e vro e klaskas gwareziñ e genvroidi vreton diouzh ac’huberien Sakson.
Drouklazhet e voe gant ar C’hoted, skoet gant un taol goaf, tra ma oa o reiñ oferenn en e iliz. (sellit an daolenn ouzh stern-aoter sant Kadoù).

Un niver bras a chapelioù a zo gouestlet dezhañ : e Penn-ar-Bed (Gouenac’h, Sizun, Banaleg ha Molan), en Aodoù-an-Arvor (Plouilio, Karnoed), e Morbihan (Belz, Lokoal-mendon, Sant-Karadeg-Tregoñvael) ha Gwenrann e Liger-Atlantel.

Brudet eo da bareañ an dud vouzar ha droug sant Kado (droug -ar-roue). Gouel sant Kado a vez graet d’an 21 a viz Gwengolo.
E Bro-Gembre e vez azeulet an eskob santel-se evel ur merzher.

Anv anezhañ e kaver e « Barzaz Breizh, Stourm an Tregont » :
« Koulz er baradoz hag en douar, sant Kado n’en deus ket e bar ! »