Ar c’hloz-iliz, dilorc’h, a glot mat gant strizhentez ar Menez Are. Ar voger-dro, ar vered, an iliz, ar c’halvar hag ar porched su a ya d’ober anezhañ.
Dav eo notenniñ ne gaver roud ebet eus ur garnel. E lec’hioù zo, e Lokmelar da skouer, e ouzer ez eus bet anezhi. Amañ n’eo ket sur tamm ebet e oa bet savet unan - en degouezh-se e vije bet lec’hiet e-kichen dor bennañ tu ar c’hornôg - nemet ma voe distrujet gant labourioù terkañ an hent e-kerzh an XIX vet kantved.
Un hevelep darvoud a oa c’hoarvezet e Sizun pa oa bet adc’hraet an hent a gas eus Landerne da Garaez. Aet e oa da get un darn eus ar c’hloz-iliz, eus ar vered hag eus skalieroù ar volz-enor.

E-kreiz an XIX vet kantved e ouzer e veze tennet gounid, en eun doare dieeun, eus pinvidigezhioù degaset diwar labour al lin e tolead Sizun-Kommanna. Dre ma oa re baour an douar ne veze ket gounezet ar plant kizidik-se met nezet ha gwiadet hepken. Bez’ e oa tost kement a sternioù-gwiadiñ ma c’helled kontet a diegezhioù.
En e vleuñv edo labour ar mengleuzioù mein-glas d’ar c’houlz-se, ar pezh a zigasas d’e heul ur binvidigezh dibar d’ar barrez. Ret eo lavaret emañ sant Kadoù e kreizig-kreiz bro ar mein-glas hag evel e c’heller her gwelet c’hoazh e voe merket don stumm ar vro gant o implij : mein-bez er vered, toenn an iliz ...

Vue d'ensemble de l'enclos