Deus pelec’h e teu an anv Trelevenez ?

Dont a ra an anv Trelevenez eus gerioù henvrezonek treb, kêriadenn, ha louinid, levenez.
Hervez « Buhez ar sent Breizh » emañ santez Levenez anavezet evel mamm da sant Gwenaël. Hemañ oa deuet da vezañ abad Landevenneg, da varv sant Gwennole, diazezer abati Landevenneg.
Abaoe ar bloavezhioù 1980 ez eus e Trelevenez ur minic’hi, da lavaret eo, ur greizenn sevenadurel ha relijiel katolik.
 
Un drev gozh eus parrez an Treoù e oa Trelevenez, bet savet da barrez distag eus an Treoù e-pad ar C’honkordad 1801.

Trelevenez a ’n em zalc’h e kalon ur c’horn-bro a oa bet en e vleuñv gant labour al lien e-pad ar XVI vet hag ar XVII vet kantved. Ur pezh kanndioù – tiez bihan ma veze gwennaet al lin enno – hag a zo bet diskoachet ha lakaet war wel e-pad ar bloavezhioù diwezhañ, a zo kement a roudoù eus an amzer tremenet-se.

War-dro 10 km² a zo goloet gant Trelevenez evit ur boblañs nebeutoc’h eget 300 annezad.

Diwar uhelderioù Trelevenez, en tu-hont d’an taouarc’hegi a red dourioù ar Mignonn, an Elorn, ar Penzez hag o adstêrioù drezo, e c’heller arvestiñ, pa vez brav an amzer, ur gwel eus ar c’haerañ war chadennad Menez-Are.

Daoust ma ne c’heller ket her lakaat keñver-ha-keñver gant al liorzhoù-iliz brudet tro-war-dro ez eus, evelato, un nebeud teñzorioù dibar da zizoleiñ en ur weladenniñ al lec’h : ar pezh a welimp pelloc’h.