Anvioù all Paol Aorelian, Pôl
Lec’hioù ha mare E Bro-Leon, Breizh Arvorig, VIvet kantved
Renabl Levr-merzherien roman
Arouezioù Un dragon dalc’het gant e stolenn
Gouel Lidet e vez d’an 12 a viz Meurzh
Buhezskridoù ar sent
Kontet e vez sant Paol evel ar c’hentañ eskob Leon hag unan eus ar seizh diazezer santel Breizh. Ganet e oa war-dro 480 e Penychen er c’hreisteiz da Vro-Gembre. Bez e oa un diskibl eus sant Ildut evel Divi, Gweltaz ha Samzun a en em gave asambles gantañ. Savet da veleg, e nac’has e garg eskob Bro-Kerne e Breizh-Veur evit dont da brezeg an Aviel en Arvorig.
Douarañ a reas en Enez-Eusa e 517 hag e savas eno manati Lambaol. Degouezhet e Lambaol-Plouarzhel, e savas eno ur manati nevez hag unan all e Lambaol-Gwitalmeze goude-se.
Diwar c’houlenn e genderv, ar c’hont Wilthur, en defe dieubiñ an Enez-Vaz diouzh un dragon euzhus hag a daole ar spont dre ar vro. Wilthur a roas dezhañ ur c’hastell kozh roman hag a zo deuet da vezañ Kastell-Paol.
Mervel a reas d’an 12 a viz Meurzh en e ermitaj e Baz.
(Daveoù : diocese-quimper.fr, Nominis, Bernard Rio)
Azeulidigezh
Sant patron eskopti kozh Leon hag iliz-veur Kastell-Paol.
Aspedet e vefe a-enep ar gwalleurioù publik. (dave : Bernard Rio)
Lec’hioù ma vez enoret sant Paol e traoñienn an Elorn
Bodiliz
> Iliz — keur : delwenn e koad lieslivet

Lambaol-Gwimilio
> Iliz — talbenn ar porched : delwenn e kersanton, XVI vet, Bastian Prijant
> Iliz — kolonenn e tu kreisteiz d’ar c’heur : delwenn e koad lieslivet, dibenn ar XVIvet

Landivizio
> Iliz — diabarzh – koad lieslivet

Sant-Divi
> Iliz — kazel ar c’hreisteiz : gwer-livet, stal-labour Rault, 1931

Sant-Servez
> Iliz — chapel-vadeziñ : delwennig, koad lieslivet