Luc’hskeudenn : Dirinonn, stern-aoter an Drinded,
penn kentañ an XVIIIvet kantved
penn kentañ an XVIIIvet kantved
Anvioù all | Kaourintin, Caour |
Lec’hioù ha mare | Bro-Gerne, Breizh Arvorig : IVvet – Vvet kantved |
Renabl | Levr-merzherien roman |
Arouezioù | Ur pesk, tog-eskob ha bazh-eskob |
Gouel | Lidet e vez d’an 12 a viz Kerzu |
Buhezskridoù sent Breizh |
Ganet e oa bet e Kerne Arvorig e 375. En em dennañ a reas e Koad Neved ha sevel a reas e beniti e Ploudiern e-kichen ur feunteun ma veve ur pesk burzhudus enni. Bemdez, hervez ar vojenn, e troc’he Kaourantin un drailhenn eus ar pesk-se hag a-benn an deiz war-lerc’h e veze en e bezh adarre. Ar roue Gralon a gasas ar manac’h da Deurgn evit bezañ kensakret eskob gant sant Varzhin hag a savas sez eskobel Kemper evitañ. Dre an istor, e voe anavezet evel eskob kentañ Kemper e-pad Sened-iliz Angers e 453. Mervel a reas d’an 12 a viz Kerzu 460. (daveoù : buhezioù ar sent). |
Azeulerezh |
Sant patron Kemper ; anvet Kemper-Kaourantin gwechall. Aspedet e vez evit pareañ dalled, mudien, bouzared, jilgammed, tud perc’hennet. |
Lec’hioù ma vez enoret sant Kaourantin e traoñienn an Elorn. |
Dirinonn > Iliz Santez-Nonn – stern-aoter an Drinded : delwenn e koad lieslivet hag aouret, penn kentañ an XVIII vet kantved. > Iliz Santez-Nonn – Lambruskoù livet, 1715, gant Pierre Bechennec ha François de Launay. Logeginer-Plouziri > Iliz Sant-Eginer – sant Kaourintin, gwerenn-livet, XXvetkantved. Penn-ar-C’hrann > Iliz Itron-Varia – kazel ar c’hreisteiz : delwenn e maen lieslivet, XVvetkantved. Sant-Divi > Iliz Sant-Divi – kazel ar c’hreisteiz, gwerenn-livet, 1931, stal-labour Rault. |