Luc’hskeudenn : Iliz Sant-Tomaz Landerne, XVIIvet kantved
Añvioù all | Barbara |
Lec’hioù ha mare | Heliopolis (Baalbek e Liban), Nikomedia (Izmit e Bro-Turkia) en Azia-Vihanañ. Dibenn an IIIvet kantved. |
Renabl | Levr-merzherien roman |
Arouezioù | Tour tri frenestr, bod palmez ar verzherenti, kustod, ostivoù, kanol ha barilhoù poultr |
Gouel | Lidet e vez d’an 4 a viz Kerzu |
Buhezskridoù ar sent |
Hervez he buhez hanter vojennel e vefe ganet ar santez-mañ e kêr Nikomedi war-dro ar bloaz daou c’hant daou-ugent goude donedigezh Hon Salver. He zad, Dioskorr, pagan kriz ha froudennus he dalc’has en un dourell e-pad meur a vloavezh. Abalamour d’he c’hened dispar ha d’he madoù bras en doa aon na deuje d’he goulenn un den yaouank bennak ha ne vije ket da blijout dezhañ. Koulskoude pa voe deuet en oad e c’hoantas he dimeziñ da un dudjentil pinvidik ha brudet. Mes, o vevañ evel m’he devoa graet, diavaez ar bed, Barba, kelennet gant ar Spered-Santel, a oa deuet da anaout ar gwir Doue hag he doa graet he soñj da chom bepred gwerc’hez. Diskleriañ a reas eta a-grenn ne gemerje pried ebet an holl. O krediñ e teuje da cheñch gant an amzer, he zad ne bourchuas ket muioc’h warni. Mont a reas e-unan da vale a bell-bro, goude bezañ kemennet sevel un ti nevez d’e verc’h hag ober daou brenestr kaer warnañ evit ma c’hellje hiviziken gwelet an doareoù. Ar santez o vezañ deuet un deiz da sellet ouzh al labour, a reas ober tri frenestr, e lec’h daou, en enor d’an Drinded ; ha war ur piler marbr a oa a-wel d’an holl e lakaas merk ar groaz gant he biz koulz ha m’he divije graet gant ur gizell. Pa zeuas Dioskorr d’ar ger e voe souezhet o welet kement all hag e tiskredas e oa e verc’h kristenez. Barba a anzavas outañ ar wirionez penn-da-benn. Galvet e voe Barba dirak ar gouarnour hag hemañ a glaskas da gentañ dre gaer ober dezhi adoriñ doueoù ar rouantelezh. Mes, ar santez a lavaras ne anaveze nemet un Doue, an hini en deus krouet an neñv hag an douar. Ar gouarnour, o welet ne c’helle ket dont a-benn anezhi, he barnas da vezañ dibennet. Dioskorr en devoe c’hoazh ar galon da c’houlenn ma vije lezet e-unan da reiñ taol ar marv dezhi. Barba a voe kaset war ur menez er maez eus ar ger hag he zad he dibennas gant un taol kleze, d’ar bevar a viz Kerzu. An den digoustiañs-se ne zaleas ket pell da vezañ skoet gant Doue. Edo c’hoazh o tiskenn diwar ar menez, pa voe klevet un tarzh-kurun spontus, hep na vije an disterañ tamm warne, ha kerkent Dioskorr a gouezhas marv-mik, hag e gorf, devet holl, az eas e poultren hag e ludu. (Daveoù : Buhez ar sent, 1857 (Marigo), 1913 (Gabriel Morvan) |
Azeulerezh |
Pedet e vez evit bezañ diwallet diouzh an tan, ar gurun, ar marv trumm, ar seizh pec’hed marvel, evit goulenn ar c’hras da resev a-raok mervel sakramanchoù eus an Iliz. Patronez santel an arkitektourien eo ha : douarourien, mentourien, jedoniourien, paotred an tan, minerien, mengleuzierien, artilherien, disfonterien, kanonerien, poultrerien, salpetrerien, kimiourien, ijinourien-brezel, metalourien, divinourien ha korfuniadoù all e liamm gant an tan, petrolerien vilourel, toullerien ha koskor greanterezh troellrodoù dre c’haz, karilhonerien, skarzherien. Emañ santez Barba patronez ar Skol liesteknik ha skolioù ar minoù ivez |
Lec’hioù ma vez enoret santez Barba e traoñienn an Elorn |
Bodiliz > Iliz Itron-Varia – stern-aoter Itron-Varia : delwenn, koad livet hag aouret, XVII vet kantved Dirinonn > Iliz Santez-Nonn – Lambruskoù livet ar volz : livadenn, 1715, gant Pierre Bechennec et François de Launay. Ar Merzher-Salaün > Iliz Sant-Salomon – Nev : delwenn, koad lieslivet, XVIvet kantved Lambaol-Gwimilio > Iliz – kurunidigezh stern-aoter Santez-Anna : delwenn, koad lieslivet Landerne – Sant-Tomaz > Iliz Sant-Tomaz – Kazel an Hanternoz : delwenn, koad lieslivet, XVIIvet kantved. Ar Roc’h-Morvan >Iliz Sant-Erwan – jube e tu ar c’heur : Uhelvos, koad lieslivet, XVIvet kantved. Sant-Divi >Iliz – Gwerenneg-veur : gwerenn-livet, 1531, stal-labour Le Sodeg (?). Sant-Servez > Iliz – Aoter-vras : panell kizellet en izelvos, koad aouret ha lieslivet, 1760, gant Louis Mogado. > Iliz – Daez ar chapel-vadeziñ : delwennig, koad livet, XIXvet kantved. |