Luc’hskeudenn : Keur an iliz Sant-Divi, 1533


 

Añvioù all Divi, Davy, David, Devi, Ivy, Dewi, Avit ...
Lec’hioù ha mare Menevia (Bremañ St David’s e Bro-Gembre) er Vvet (?) ha VIvet kantved
Renabl Levr-merzherien roman
Arouezioù Ur goulm gwenn-kann war e skoaz, ar pour hag ar roz-kamm.
Gouel Lidet e vez d’ar C’hentañ a viz Meurzh
Buhezskridoù sent Breizh
Sant-Divi eo an anv roet da sant David a v/Menevia, patron Kembre, anavezet ivez evel Ivy, Dewi..
Ganet e oa bet war-dro 500.
Anavezout a reer e vuhez dre ur skrid savet e Kembre en XIVvet kantved, Buchedd Dewi (Buhez Divi). Mab e vije bet da Santus, ur roue eus Ceredigion, a oa e-unan mab Ceredig, ha da santez Nonn. Diskibl e voe da sant Ildud ha da sant Paol Aorelian. Abred e teuas dezhañ ar vrud da vezañ ur prezeger helavar.
Ar reolenn a roe d’e venec’h a c’houlenne diganto labourat gant o daouarn evit ober pinijenn. Distreiñ a raent d’ar manati diouzh an noz evit lenn, skrivañ ha pediñ e-pad teir eurvezh. O boued ne oa nemet bara heiz ha legumaj. Ha daoust d’ar reolenn bezañ kalet, e tirede an dud. Alese e skede brud ar sant war ar vro tro-dro ha pelloc’h zoken. Beajiñ a reas tramor ha sevel a reas meur a iliz hag a vanati e kreisteiz Kembre, e Kerne-Veur hag e Breizh. Mervel a reas war-dro 569.
Daveoù : David de Ménevie, Divi, Wikipedia.
Azeulerezh
Sant patron Bro-Gembre
E Sant-Divi e veze lavaret e c’helle dour ar feunteun a zo dindan e anv pareañ ar vugale ha pareañ ivez kleñvedoù an daoulagad.
Lec’hioù ma vez enoret sant Divi e traoñienn an Elorn
Dirinonn
Sant patron chapel Sant-Divi
> En iliz Santez-Nonn :
> Delwenn e Kersanton, dibenn ar XVIIvet kantved gant Jean le Bescont.
> Gwerennoù-livet ar c’heur : stal-labour F.Haussaire ha Leon Payan, 1903.
> Lambruskoù livet en nev, 1715, gant Pêr Bechennec ha François de Launay.
> Sant patron feunteun Sant-Divi : delwenn e kersanton, stal-labour ar Folgoët (?).

Sant-Divi
Sant patron iliz Sant-Divi : XVIvet kantved.
> En iliz Sant Divi :
> Keur : delwenn, maen lieslivet, 1533 , lambruskoù livet, 1676, gant Nicolas Floch.
> Talbenn ar porched : delwenn e kersanton.
> Kroazenn ar c’hreisteiz : gwerenn-livet, stal-labour Lobin, 1866.
> Dor al liorzh-iliz : Kalvar : delwenn e kersanton ; 1562, gant Henri Pigent.
> Sant patron feunteun Sant-Divi : delwenn e kersanton.