Keur an Iliz e Plouneventer
| Añvioù all | — |
| Lec’hioù ha mare | Breizh-Arvorig, IVvet kantved |
| Renabl | Sant breizhat |
| Arouezioù | Houarnwisk ar marc’heg gant ar c’hleze pe ar goaf |
| Gouel | lidet e vez d’ar 7 a viz Mae |
| Buhezskridoù ar sent / Mojenn |
| Neventer ha sant Derc’hen a oa daou varc’heg eus Breizh-Veur o doa treuzet an Arvorig evit mont da belerinañ da Jeruzalem. O tistreiñ eus Douar Santel e weljont ar c’hont Elorn, war-nes d’en em deurel e stêr Dour-Don eus tourioù e gastell (aet eo ar stêr-se da vezañ anvet Elorn goude-se), en dic’hoanag ma oa abalamour d’un aerouant hag a oa o lonkañ, koulz all, tud ha loened, hag ar sort en doa lakaet e vab Riok, a oa daou vloaz d’ar c’houlz-se, da vezañ an hini da heul. Ar roue Bristokus eo en doa urzhiet tennañ d’ar sort, bep sizhun, e-touez aotrouned ar vro, unan anezho evit bezañ taolet e toull an aerouant. Neventer ha Derc’hen o doa prometet d’ar c’hont dieubiñ ar vro diouzh an aerouant-se, gant ma asanto dilezel e gizioù pagan ha mont da gatolik. Asantiñ a reas ar c’hinnig. Diwar neuze, an daou sant kalonek a c’hourc’hemennas d’an aerouant, e anv Jezuz Krist, en em stlepel er mor ; hag eñ da blegañ ha da sentiñ outo ha da vont da get a-viken, ken aes ha tra : (an dra-se a vefe c’hoarvezet e Plouneour-Traezh, eskopti Bro-Leon). Elorn ne droio ket ouzh Doue diouzhtu met asantiñ a raio badeziant e vab Riok. Gant Riok hag e vamm e vefe bet savet iliz kentañ Plouneventer, gouestlet da sant Neventer. Goude-se e vefe distroet sant Dec’hen ha sant Neventer e Breizh-Veur evit echuiñ o buhez hag en em dennas Riok ’giz ermit war un enezennig, e-kichen Kameled. Arru kozh-kozh e vefe bet degemeret gant sant Gwenole en Abati Landevenneg. |
| Azeulerezh |
| — |
| Lec’h ma vez enoret sant Neventer e traoñienn an Elorn |
| Plouneventer > Iliz Sant-Neventer : - Porched, XVIIvetkantved, - Kloc’hdi, 1766, savadur 1874. - Keur : delwenn e koad lieslivet, XVIvetkantved. > Kalvar ar c’hloz-iliz – kroazenn e tu ar c’hornôg : delwenn Neventer e kersanton, Yann Larhantec (?), 1867 (?). |