Luc’hskeudenn : Iliz Sant-Tomaz, Landerne, dibenn ar XVIvetkantved
Añvioù all |
Anna |
Lec’hioù ha mare |
Nazared, Jeruzalem, 1añ kantved a-raok J-K ha 1añ kantved goude J.-K. |
Renabl |
Levr-merzherien roman. Dont a ra an anvioù Anna ha Joakim eus an hengoun apokrif. E broioù ar C’huzh-Heol e vez lidet koun santel santez Anna ha sant Joakim d’ar 26 a viz Gouere, abaoe 1969. Daveoù : holloueziadur ar Werc’hez Vari. |
Arouezioù |
Levr ar Skritur, ul lilienn.
Skeudennet e vez peurliesañ gant he merc’h ha Jezuz, a-wechoù gant he fried Joakim, pe o teskiñ lenn d’he merc’h el levr ar Skritur, pe c’hoazh o tougen Mari hag ar Mabig Jezuz en he divrec’h. Ar strollad-se a vez graet neuze « Santez Anna an Dreinded » anezhañ. |
Gouel |
Lidet e vez d’ar 26 a viz Gouere |
Mamm ar Werc’hez Vari an hini eo. Dimezet e oa da Joakim a oa pinvidik-mor, met n’o doa bugel ebet dre ma oa gaonac’h Anna. Glac’haret bras, Joakim a yeas war-dro e zeñved en dezerzh, hag Anna a gendalc’has da bediñ hec’h-unan-penn pa zeuas un ael da lavaret dezho e oa bet selaouet o fedennoù. Anna he deus lakaet er bed Mari, mamm Doue, hag e lavaras : « Va ene a zo bet uhelaet an deiz-mañ ».
Ragaviel Jakez 5,2. N’eus nemet er skrid-se e vez graet anv eus santez Anna ha sant Joakim |
Patronez Breizh ha mamm gozh ar Vretoned an hini eo. Goude ma voe dizoloet un delwenn vurzhudus o tiskouez skeudenn ar Werc’hez Vari er park anvet park ar Bosenno, gant Yvon Nicolazic, e-kreiz ar XVIIvet kantved, e teuas an devosion da santez Anna da vezañ kreñvoc’h e Breizh, dreist-holl er Morbihan. En eskopti Kemper ivez ez eus ur c’hult kozh-tre, e Santez-Anna-ar-Palud, e-lec’h ma voe gouestlet ur chapel dezhi.
Patronez ar merc’hed gaonac’h hag an dougerezed, patronez ar gwrierezed, an dantelerezed, ar galvezerien, ar c’hoarierien kartoù hag ivez an tadoù-kozh eo ivez. Dibabet e oa bet ivez gant ar vartoloded evit gwareziñ anezho. |
E-pelec’h e vez enoret santez Anna e traoñienn an Elorn ? |
Enoret e vez e pep parrez |