An tour-iliz

Porched an tour-iliz a c’hiz bro-Leon a zo enskrivet warnañ ar bloaz 1589.
Div gambr ar c’hleier ha daou bondalez gant tourigoù e pep korn hag un hir a gorzenn eizhkognek a ya d’ober anezhañ. Kinklet eo ar palier izelañ gant gargouloù gotek hag an uhelañ gant begoù e stumm ur c’hanol.
Evel en iliz a-bezh e weler splann ar c’hempouez etre ar stil gotek, klasel hag an Azginivelezh.
 
 
Porched ar c’hornôg

E traoñ an tour-iliz emañ an nor-dal war hantergelc’h gant an alc’houez balegek, a-zioc’h ez eus ur c’hourizenn hag un talbenn eizhkognek gant kolonennoù dezho togennoù ionek.

Uheloc’h emañ, en ur c’hustod, delwenn sant Erwan, patron an iliz. Er skoazennoù e weler ivez, gwisket en burell frañsiskan, delwenn sant Paskal Baylon o tougen ur c’halir. Bez’ eo unan eus testenioù niverus eus bezañs ar frañsiskaned e Leon adalek an XIII vet kantved. An delwenn all a c’hellfe bezañ an dominikad sant Visant Ferrer.

 
 
Porched ar c’hreisteiz

E-lec’h ma kaver ordinal ur porched su e kaver amañ un nor-dal.
Padal, hervez an istorourien, emaomp amañ dirak unan eus pennoberennoù bet savet e stalioù kastell Keryann er bloavezhioù 1550.
Evel e porchedoù su e kaver an daouzek abostol gant o arouezioù : a-zehou : Pêr, Andrev, Jakez, Yann, Mazhev, Jakez ar minor ; a-gleiz : Tomaz, Simon, Jud, Barteleme, Fulup, Judaz.

Bezañs an ebestel e talbenn ar c’hreisteiz a ziskouez mat pegen stag eo hon ilizoù ouzh an Iliz Abostolik.


 
 

Rikamanet-kaer eo ar c’hizelladurioù e maen Kersanton.