Donedigezh veur Jezuz e Jeruzalem

 

Degas a reas an daou ziskibl an azenig da Jezuz hag e lakajont o mantilli warnañ, hag ec’h azezas warnañ.

Tud e-leiz a ledas o mantilli war an hent, lod all a ledas bodoù glas troc’het ganto er parkeier.

An dud a gerzhe en e raog hag ar re o tont war e lerc’h a youc’he : « Hozanna ! Meuleudi d’an Hini a zeu en anv Doue ! Meuleudi d’ar Rouantelez a zeu, Hini an Tad David ! Hozanna e-lein an Neñvou ! »

Jezuz a yeas e Jeruzalem hag en templ. O vezañ sellet ouzh pep tra, evel ma oa diwezhat, ez eas da Vetania gant an daouzek.

Mark 11, 7-10

 

 

 
 

Ar Goan Diwezhañ

Pa voe deuet an eur, en em lakaas ouzh taol an daouzek abostol gantañ. Eñ a lavaras dezho :
« C’hoantaet kalz em eus debriñ ar Pask-mañ ganeoc’h a-raok ma c’houzañvin, rak me a lavar deoc’h, ne zebrin ken anezhañ betek ma vo graet e rouantelezh Doue. » Hag o vezañ kemeret un hanaf ha trugarekaet, e lavaras : «  Kemerit anezhañ ha lodennit anezhañ etrezoc’h. Rak, me a lavar deoc’h, n’evin mui eus frouezh ar winienn ken na vo deuet rouantelezh Doue. »

Neuze e kemeras bara hag, o vezañ trugarekaet, e torras anezhañ hag en roas dezho o lavarout : « Hemañ eo va c’horf hag a zo roet evidoc’h, grit kement-mañ en eñvor ac’hanon. » En hevelep doare, goude bezañ koaniet e kemeras an hanaf hag en roas dezho o lavarout : « An hanaf-mañ eo an emglev nevez em gwad skuilhet evidoc’h. »

« Koulskoude setu, dorn an hini am droukro a zo ouzh an daol-mañ ganin. Evit ar pezh a zo eus Mab an den, mont a ra evel ma’z eo merket, met gwalleur d’an den-se ma’z eo droukroet drezañ ! »

Hag en em lakajont da c’houlenn an eil ouzh egile pehini anezho a raje kement-se.

Lukaz 22, 14-23

 

Jezuz a walc’h o zreid d’e ziskibien

A-raok gouel ar Pask, Jezuz, oc’h anavezout e oa deuet e eur evit tremen eus ar bed-mañ d’an Tad, goude bezañ karet e re a oa er bed, o c’haras betek an diwezh.
Da ziwezh ar goan, an diaoul o vezañ lakaet dija e kalon Judaz Iskariod mab Simon ar soñj d’e zroukreiñ,
Jezuz, oc’h anavezout en doa an Tad lakaet pep tra etre e zaouarn, hag e oa deuet eus Doue hag e tistroe da Zoue, a savas diouzh koan, a lamas e bezh dilhad hag, o vezañ kemeret ul lienenn, en em c’hourizas ganti. Goude-se e lakaas dour en ur billig hag en em lakaas da walc’hiñ treid an diskibien ha d’o zorchañ gant al lienenn a oa en-dro dezhañ.

Dont a reas eta da Simon-Pêr, hag hemañ a lavaras dezhañ : « Aotrou, ha te a walc’hfe va zreid din ! » Jezuz a respontas dezhañ : « N’ouzout ket bremañ ar pezh a ran, met hen gouzout a ri diwezhatoc’h.. » Pêr a lavaras dezhañ : « Biken ne walc’hi va zreid din. » Jezuz a respontas dezhañ : « Ma ne walc’han ket ac’hanout, ne’c’h eus ket lod ganin. » Simon-Pêr a lavaras dezhañ : « Aotrou, nann hepken va zreid, met ivez va daouarn ha va fenn.

Yann 13, 1-9

 

War venez an Olivez

Goude bezañ aet er-maez, e yeas hervez e c’hiz da Venez an Olivez. E ziskibien a heulias anezhañ. Pa voe erruet el lec’h-se, e lavaras dezho : « Pedit evit na gouezhot ket en temptadur.. »

Neuze e pellaas diouto war-dro hed un taol-maen hag, o taoulinañ, e pedas, o lavarout : « Tad, mar fell dit, pella an hanaf-se diouzhin ! Koulskoude, ra ne vo ket graet va bolontez, met da hini ! » Un ael eus an neñv en em ziskouezas dezhañ evit e greñvaat. Gwasket gant an anken, e pedas kalz startoc’h, hag e teuas dezhañ ur c’hwezenn evel beradennoù gwad a gouezhe war an douar.

O vezañ savet eus e bedenn, e teuas etrezek e ziskibien hag o c’havas kousket gant an dristidigezh, hag e lavaras dezho : « Perak e kouskit ? Savit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur ! »

Evel ma komze c’hoazh, ur vandenn a zeuas ...

Lukaz 22, 39-46
 
 
 
 
 

Jezuz a zo trubardet ha paket

 Evel ma komze c’hoazh, setu Judaz, unan eus an daouzek, a zeuas ha gantañ ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras hag henaourien ar bobl.

An hini en droukroe en doa roet ar sin-mañ : « An hini a bokin dezhañ, hennezh eo, krogit ennañ. » Raktal, o tostaat ouzh Jezuz, e lavaras : « Salud, Mestr !  » Hag e pokas dezhañ. Jezuz a lavaras dezhañ : « Mignon, evit petra out amañ ? »

Neuze e tostajont, e lakajont o daouarn war Jezuz hag e krogjont ennañ. Ha setu, unan eus ar re a oa gant Jezuz a astennas e zorn, a dennas e gleze, a skoas ur servijer eus ar beleg-meur hag a droc’has e skouarn dezhañ.

Neuze Jezuz a lavaras dezhañ : « Laka da gleze en e lec’h, rak ar re holl a gemero ar c’hleze a varvo dre ar c’hleze. Ha soñjal a rez na c’hellfen ket pediñ va Zad, hag e rofe din raktal ouzhpenn daouzek lejion aeled ? Penaos eta e vefe peurc’hraet ar Skriturioù a lavar e tle an traoù c’hoarvezout evel-se ? »

Mazhev 26, 47-54

 

Jezuz kaset dirak ar beleg-meur

Neuze, ar veleien vras, an henaourien hag ar sanedrin a-bezh a glaske ur falstesteni bennak a-enep Jezuz evit e lakaat d’ar marv. Hogen ne gavent ket, petra bennak ma teuas meur a falstest, ne gavent ket. En diwezh, e teuas daou falstest a lavaras : «  Hemañ en deus lavaret : Me a c’hell diskar templ Doue hag e adsevel e tri devezh. »

Ar beleg-meur a savas hag a lavaras dezhañ : « Ha ne respontez netra ? Petra a dest an dud-se en da enep ? »

Met Jezuz a davas. Ar beleg-meur a lavaras dezhañ :« Da bediñ a ran sart en anv an Doue bev da lavarout deomp mard-out ar C’hrist, Mab Doue. » Jezuz a lavaras dezhañ : « Hen lavaret ec’h eus. Ouzhpenn, e lavaran deoc’h, e welot hiviziken Mab an den azezet a-zehou da c’halloud Doue hag o tont war goabr an neñv. »

Neuze ar beleg-meur a rogas e zilhad en ur lavarout : « Touet en deus ! Da betra hon eus mui ezhomm a destoù ? Setu, klevet hoc’h eus e ledoued. » Petra a soñjit ? Respont a rejont : « Din eo da vervel. »

Mazhev 26, 59-66
 

Jezuz deroet d’an dismegañsoù ha d’an taolioù


 
 
Int holl neuze a varnas anezhañ evel din da vervel.

Hiniennoù en em lakaas da grañchat outañ, da c’holeiñ e zremm ha da reiñ dezhañ taolioù-dorn o lavarout dezhañ : «  Diougan !  » Hag ar vevelien a roe karvanadoù dezhañ.

Mark 14, 64b-65

 

 

 

 

 

 
 

Jezuz degaset dirak Pilat

Ar gouarnour en doa ar c’hiz, d’ar gouel-mañ, da leuskel d’ar bobl an hini eus ar brizonidi a c’houlennent. Bez’ e oa neuze ur prizoniad brudet-bras, a c’halved Barabbaz. Evel ma oant dastumet, Pilat a lavaras dezho : « Pehini a fell deoc’h e laoskfen deoc’h, Barabbaz, pe Jezuz a c’halver Krist ? » Rak anavezout a rae e oa dre avi o doa e lakaet etre e zaouarn.
E-pad ma oa azezet war e gador-varn, e wreg a gasas da lavarout dezhañ : « Ra ne vo netra etre an den reizh-se ha te, rak gwall boaniet on bet hiziv, dre un hunvre, abalamour dezhañ. »

Met ar veleien vras hag an henaourien a alias ar bobl da c’houlenn Barabbaz ha da lakaat Jezuz d’ar marv.
Ar gouarnour, o kemer ar gomz, a lavaras dezho : « Pehini an daou a fell deoc’h e laoskfen deoc’h ? » Int a lavaras : « Barabbaz ». Pilat a lavaras dezho : « Petra a rin eta eus Jezuz a c’halver Krist ? » Holl a lavarjont dezhañ : « Ra vo staget ouzh ar groaz ! » Ar gouarnour a lavaras : « Peseurt droug eta en deus graet ? » Hag e krient kreñvoc’h o lavarout : « Ra vo staget ouzh ar groaz ! »
Pilat, o welout penaos ne c’houneze netra met e kreske an drubuilh, a gemeras dour hag a walc’has e daouarn dirak ar bobl, o lavarout : « Didamall on eus gwad an den reizh-mañ. Ouzhoc’h-c’hwi e sell kement-se ! » Hag an holl bobl a respontas : «  Ra gouezho e wad warnomp ha war hor bugale ! »

Mazhev 27, 15-25
 
 

Jezuz o vezañ skourjezet

Neuze e laoskas dezho Barrabaz.

Ha goude bezañ lakaet Jezuz da vezañ skourjezet, en roas evit bezañ staget ouzh ar groaz.

Mazhev 27, 26
 
 
 
 
 
 
 

 

 

 

 

 

Roueelezh dister

Ar soudarded a zegasas anezhañ e diabarzh ar palez, da lavarout eo er pretordi, hag e tastumjont an holl strollad. Gwiskañ a rejont anezhañ gant limestra hag e lakajont war e benn ur gurunenn spern o doa gweet.

Hag en em lakajont d’e saludiñ : « Salud, Roue ar Yuzevien ! » Hag e skojont war e benn gant ur gorzenn, e krañchjont outañ hag, o plegañ o glin, e stoujont dirazañ.

Mark, 15, 16-20

 

 

 

 

 
 

Setu an Den

Pilat a yeas a-nevez er-maez hag a lavaras dezho : « Setu, e tegasan anezhañ deoc’h er-maez evit ma ouiot penaos ne gavan torfed ebet ennañ. »

Jezuz a yeas eta er-maez, o tougen ar gurunenn spern hag ar vantell limestra.
Hag e lavaras dezho : « Setu an den ! »

Pa welas ar veleien vras hag ar serjanted anezhañ, e krijont : « Ouzh ar groaz ! Ouzh ar groaz ! »

Pilat a lavaras dezho : « Kemerit anezhañ hoc’h-unan ha kroazstagit anezhañ, rak ne gavan torfed ebet ennañ.. »

Yann 19, 4-6

 

 

 

 
 
 
 

Jezuz o tougen e groaz

Evel ma kasent anezhañ, e kemerjont un den anvet Simon a Siren, a zistroe eus ar parkeier, hag e lakajont anezhañ da zougen ar groaz, war-lerc’h Jezuz.

Ur vandenn vras a bobl hag a wragez en heulie, en em c’hlac’hare hag a hirvoude diwar e benn.
Jezuz, o tistreiñ etrezek enno, a lavaras : « Merc’hed Jeruzalem, na ouelit ket diwar va fenn, met gouelit warnoc’h hoc’h-unan ha war ho pugale. rak setu, deizioù a zeuio ma vo lavaret : ‘ar merc’hed difrouezh, ar c’hofoù n’o deus ket ganet hag an divronn n’o deus ket maget.’ Neuze en em lakaint da lavarout d’ar menezioù :‘Kouezhit warnomp !’, ha d’ar krec’hiennoù : ‘Goloit ac’hanomp !’. Rak ma reer an traoù-mañ d’ar c’hoad glas, petra a vo graet d’ar c’hoad sec’h ? »

Hag e kased ivez daou dorfedour evit o lakaat da vervel gantañ.

Lukaz 23, 26-32

 

 

 

 
 

Ar C’hroazstagadur

Jésus est crucifié entre deux larrons

Kroazstaget e voe gantañ daou laer, unan a-zehou hag egile a-gleiz dezhañ
Ar re a dremene dre eno a lavare dismegañsoù dezhañ, o hejañ o fenn ; hag o lavarout : « Te hag a ziskar an templ hag en adsav e tri devezh, en em savete da-unan ! Mar d-out Mab Doue, diskenn eus ar groaz ! ». Evel-se ivez, ar veleien vras gant ar skribed hag an henaourien, a lavare en ur c’hoapaat : « Saveteet en deus ar re all ha ne c’hell ket en em saveteiñ e-unan. Mar d-eo roue Israel, ra ziskenno bremañ eus ar groaz hag e kredimp anezhañ ! En em fiziout a rae e Doue, ra zieubo Doue anezhañ bremañ mar kar anezhañ, rak lavaret en deus : “Me eo Mab Doue.” »
Al laeron ivez, a oa kroazstaget gantañ, a rae dezhañ an hevelep rebechoù.
Hogen adalek ar c’hwec’hvet eur e voe teñvalijenn war ar vro holl, betek an navet eur.
War-dro an navet eur, Jezuz a grias gant ur vouezh kreñv, o lavarout : « Éli, Éli, lema sabactani ? », da lavarout eo : « Va Doue, va Doue, perak ec’h eus va dilezet ? ».
Hiniennoù eus ar re a oa eno, o vezañ e glevet, a lavaras : « Setu e c’halv Elia ! ».
Raktal, unan anezho a redas, a gemeras ur spoueenn hag, o vezañ he leuniet a winegr, he lakaas e penn ur gorzenn hag he roas dezhañ da evañ.
Ar re all a lavare : « Lez, gwelomp hag-eñ e teuio Elia d’e saveteiñ. ».
Jezuz, o vezañ kriet adarre gant ur vouezh kreñv, a rentas e spered.

Mazhev 27, 38-50

 

 

Beziadur Jezuz

 

 

Bez’ e oa ur c’huzuliad anvet Jozef, un den mat ha reizh, n’en doa ket roet e ali d’o diviz na d’o oberoù. Dont a rae eus Arimatea, kêr eus ar Yuzevien, hag e c’hortoze ivez rouantelezh Doue.

O vezañ deuet da gavout Pilat, e c’houlennas digantañ korf Jezuz. O vezañ e ziskennet eus ar groaz, en goloas gant ul lienenn hag e lakaas anezhañ en ur bez toullet er roc’h, e-lec’h ne oa bet c’hoazh lakaet den.

Lukaz 23, 50-52
 
 
 
 
 
 

Jezuz adsavet a varv da vev

Deiz kentañ ar sizhun, e teujont mintin mat d’ar bez, o tegas ganto al louzoù-frondus o doa fichet. Ur re bennak o heulie.
Kavout a rejont e oa bet ruilhet ar maen a-zirak ar bez. O vezañ aet ennañ, ne gavjont ket korf an Aotrou Jezuz. Evel na ouient petra da soñjal war gement-se, setu, daou zen en em ziskouezas dezho gwisket gant dilhad lugernus.

Evel ma oant spontet ha ma plegent o fenn war-zu an douar, e lavarjont dezho : « Perak e klaskit e-touez ar re varv an hini a zo bev ? N’emañ ket amañ, met adsavet eo a varv. Ho pet soñj penaos en doa komzet ouzhoc’h, pa oa c’hoazh e Galilea : Ret eo da Vab an den bezañ lakaet etre daouarn ar bec’herien, ha bezañ kroazstaget, hag adsevel a varv d’an trede deiz. »
Hag e teuas soñj dezho eus e gomzoù.

Lukaz 24, 1-8