Ar strollad-se, kizellet kaer e 1676, a zo bet rummet evel Monumant Istorel d’an 10 a viz Gwengolo 1906. Renevezet eo bet e 1960 gant stal-labour Maimponte eus Bagnolet.
En ur dremen e kazel hanternoz iliz Lambaol-Gwimilio en em gavomp dirak delwenn Hon Salver Jezuz lakaet en e vez hag anvet « ar Sebeliadur », arvest eus mareoù diwezhañ Pasion ar C’hrist.
Ar strollad liesliv-se zo skeudennet en e vent gwirion — 2 × 4 metr — ha kizellet er tufev gwenn (eztennet eus mengleuzioù traoñienn al Liger, eus Touren hag Anjev), anezhañ danvez nemetañ an oberenn-se ne gaver ket e Breizh.
Graet en he fezh e oa bet an oberenn-se gant Antoine Chavagnac, kizeller merdeadurezh Brest, er XVII vet kantved : « ANTHOINE : FECIT », bet engravet el liñsel-gañv.
An enskrivadur er sichenn, etre ar frizenn a zelioù derv hag ar vezherenn, a bep tu d’ur c’hlopenn tev, a ra meneg eus person Gwimilio - ar mamm-barrez - ha da-heul eus vikel an drev :
« M : H : GVILLERM : R : M : C : ABGRALL : CVRE »
« FAIT:F:PAR-I-LEC-AT:H-POVLIQVEN FABRIQVU 1676 ».
Eizh tudenn zo tro-dro da gorf Jezuz : (a-gleiz da zehou) :
- Nikodem , a zalc’h ar gurunenn-spern a gaver da gustum war benn an Nazaread.
- Salome , Mamm an abostol Yann.
- Mari-Vadalen , a zalc’h he fod louzoù c’hwez-vad. Diskouezet e vez da gustum damziwisk ha diskoulm he fennad-blev hir. Amañ emañ-hi skeudennet he blev liammet ha goloet he divrec’h hag he bruched.
- Ar Werc’hez Mari , a vez skeudennet gwisket gant un tunik glas adalek an XII vet kantved ha pelloc’h zoken eget marevezh an arz barok aouret).
- Mari , mamm Jakez
- Gamaliel .
- Jozeb a Arimatia ,leal, o tec’hel al liñsel e-harz treid Jezuz.
Piv eo Gamaliel ?
Meneget eo Gamaliel en Talmud yuzev , en oberenn broroman Flavius Jozeb, Brezel ar Yuzevien hag en hengoun kristen en Oberoù an Abostoled.
Pa gendalc’has an abostoled da brezeg en Templ daoust d’ar berzioù a-enep dezho, e teuas a-benn da gendrec’hiñ kuzul ar sandrehined da chom hep kondaoniñ diskibled Jezuz d’ar marv. Neuze e voent skourjezet, met dieubet.
Gant an Testamant Nevez e ouzomp ivez e oa bet kelennet strizh an abostol Paol e-harz treid Gamaliel, ur c’helenner brudet-bras d’ar poent-se, e doujañs al Lezenn yuzev.
[Me a zo Yuzev, ganet e Tarz er Silisi, met savet on bet er gêr-mañ( Jeruzalem) ouzh treid Gamaliel ha desket gant rusted e lezenn hon tadoù …]
Oberoù Ebestel -22,3.
Mazhev 27, 55-61 | Mark 15, 42-47 | Lukaz 23, 50-56 | Yann 19, 38-42 |
55 Bez’ e oa ivez meur a wreg a selle a-bell, ar re o doa heuliet Jezuz adalek Galilea ouzh e servijañ. 56 En o-zouez e oa Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez ha Jozez, ha mamm mibien Zebedea. |
40 Bez’ e oa ivez gwragez a selle a-bell. En o-zouez e oa Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez ar yaouankañ ha Jozez, ha Salome 41 ar re en heulie hag en servije pa oa e Galilea, ha meur a hini all a oa pignet gantañ da Jeruzalem. |
49 Ar re holl a anaveze anezhañ hag ar gwragez o doa e heuliet adalek Galilea, en em zalc’he a-bell hag a selle ouzh an traoù-se. | |
57 Diouzh an abardaez, e teuas un den pinvidik eus Arimatea, anvet Jozef, un den a oa ivez diskibl da Jezuz. 58 Mont a reas da gavout Pilat hag e c’houlennas digantañ korf Jezuz. Neuze Pilat a c’hourc’hemennas reiñ ar c’horf. |
42 Diouzh an abardaez, evel ma oa deiz ar c’hempennadur, da lavarout eo deiz kent ar sabad, 43 e teuas Jozef a Arimatea, ur c’huzulier enoret a c’hortoze ivez rouantelezh Doue. Mont a reas gant hardizhegezh da gavout Pilat da c’houlenn digantañ korf Jezuz. 44 Pilat a voe souezhet e oa marv dija, hag o vezañ galvet ar c’hantener, e c’houlennas digantañ hag-eñ e oa marv pell a oa. 45 P’en doe klevet gant ar c’hantener, e roas ar c’horf da Jozef. |
50 Bez’ e oa ur c’huzuliad anvet Jozef, un den mat ha reizh, 51 n’en doa ket roet e ali d’o diviz na d’o oberoù. Dont a rae eus Arimatea, kêr eus ar Yuzevien, hag e c’hortoze ivez rouantelezh Doue. 52 O vezañ deuet da gavout Pilat, e c’houlennas digantañ korf Jezuz. |
38 Goude-se, Jozef a Arimatea hag a oa diskibl da Jezuz, met e-kuzh gant aon rak ar Yuzevien, a c’houlennas digant Pilat lemel korf Jezuz, ha Pilat en lezas d’e gemer. Dont a reas eta hag e lamas korf Jezuz. 39 Nikodem, an hini a oa aet er penn-kentañ, en noz, da gavout Jezuz, a zeuas ivez, o tegas war-dro kant lur ( 33 kg) eus ur veskadenn mir hag aloez. |
59 Jozef a gemeras ar c’horf, en goloas gant ul lienenn gwenn 60 hag a lakaas anezhañ en e vez nevez, en doa toullet er roc’h evitañ e-unan. Ha goude bezañ ruilhet ur maen bras ouzh dor ar bez, ez eas kuit. |
46 O vezañ prenet ul lienenn, en diskennas, e lakaas al lienenn-se en-dro dezhañ hag e lakaas anezhañ en ur bez toullet er roc’h. Neuze e ruilhas ur maen ouzh dor ar bez. | 53 O vezañ e ziskennet eus ar groaz, en goloas gant ul lienenn hag e lakaas anezhañ en ur bez toullet er roc’h, e-lec’h ne oa bet c’hoazh lakaet den. 54 Deiz ar c’hempennadur e oa hag ar sabad a dostae. |
40 Kemer a rejont eta korf Jezuz hag e c’holojont anezhañ gant bandennoù ha gant al louzoù-frondus, evel ma o deus ar Yuzevien ar c’hiz da sebeliañ. 41 Bez’ e oa ul liorzh el lec’h ma oa bet kroazstaget hag el liorzh ur bez nevez, e-lec’h ne oa bet c’hoazh lakaet den. 42 Lakaat a rejont eta Jezuz ennañ, abalamour da gempennadur ar Yuzevien ha dre ma oa tost ar bez. |
61 Mari a Vagdala hag ar Vari all a oa azezet eno, e-tal ar bez. | 47 Mari a Vagdala ha Mari mamm Jozez a selle pelec’h e lakaed anezhañ. | 55 Ar gwragez deuet eus Galilea gantañ, o vezañ heuliet Jozef, a welas ar bez ha penaos e oa lakaet e gorf e-barzh. 56 O vezañ distroet, ec’h aozjont louzoù-frondus ha c’hwezhioù-mat, hag e tiskuizhjont d’an deiz sabad, hervez al lezenn. |
Novum testamentum in vetere latet, vetus in novo patet
(An Testamant Nevez a zo kuzhet en hini Kozh, an hini Kozh a zo diskuliet en hini Nevez),
Sant Aogustin.
An dalc’h evit an Iliz zo da dreuzkas d’he fideled ar c’hemennad a ro da c’houzout emañ an Avieloù sevenidigezh profesioù pennadoù kozh ar Bibl.
En arz hen/paleogristen, ar sebeliadur zo diskouezet en istor Jonaz. An arz skeudennaouiñ-se zo lakaet war wel en un doare arouezel e katakombennoù Roma adalek dibenn an IIvet kantved, deroù IIIvet kantved.
Ar Sebeliadur : lonket eo Jonaz gant ur pesk bras pe un euzhvil-mor.
An Dasorc’hidigezh : pardonet gant Doue, Jonaz zo dislonket gant al loen.
Freskennoù katakombennoù Sent-Marcellinus-ha-Pêr, Roma. Luc’hskeudenn : Vatikan
Kavout a reer kontet istor profed Jonaz er 1añ testamant, Levr ar brofeded, Jonaz : pennad 1,4.
Jonaz en doa bet kefridi gant an Aotrou da dreuzkas ar Gomz doueek d’an Asirianed, enebourien an Hebreaned.
Met kemer a reas an tec’h a-raok e Zoue, war ur vag, en esperañs da vont eus Jaffa da Darz. Abalamour da se, ur gwalleur doueek a gouezas war ar vag hag ar mor a zirollas.
Hemañ a voe rentet pennkaoz ar gwallzarvoud-se gant ar skipailh ha taolet diouzhtu d’ar mor. Er mor, ur pesk bras a lonkas anezhañ. Chom a raio tri devezh ha teir nozvezh e-barzh al loen.
An istor-se zo kontet adarre en aviel sant Mazhe :12,39-41
Istor Jonaz a zo deuet da vezañ arouez ar binijenn dirak Doue, ha Jezuz a implij anezhi en e brezegenn evit kemenn ez eo eñ an hini eo ar Mesiaz bet diouganet gant ar brofeted.. Embann a ra dre-se e varv hag e adsavidigezh :
« Rak evel ma voe Jonaz tri devezh ha teir nozvezh e kof ur pesk bras, evel-se e vo Mab an den tri devezh ha teir nozvezh e kalon an douar. » Mazhe 12 /40.
Skeudenn ar sebeliadur a gaver kerkent hag an XIIIvet kantved en arz gotek Europa ar C’hornôg. Skeudennaouet eo ivez er Biblia Pauperum : Bibl ar re baour.
E XIV vet kantved e voe lezet a-gostez taolenniñ bugaleaj Jezuz en arz relijiel italian evit e vuhez dirak an holl hag e varv.
Levezonet e voe al livourien hag ar gizellerien gant arz ar c’hoariva-se ha kemer a rejont skouer diwarnañ a-fet ar gwiskamantoù hag ar c’hlinkadurioù.
Skeudenn ar sebeliadur a gaver stank adalek ar XVvet kantved dindan stumm ar misterioù diwar ar ger Latin Misterium hag a zo pezhioù-c’hoari ma veze diskouezet enno un darvoud bennak eus Mister a basion Jezuz Krist.
An holl arzourien-se o doa kavet betek-henn danvez en Avieloù sinoptek hag apokrif, hag ivez er Vojenn Aour : lerv savet e latin etre 1261 ha 1266 gant Jakez a Voragine, a zizoloas ur varzhoniezh dramaek : ar Prederiadennoù war Buhez Jezuz gant sant Bonavantur ( enni kaozeadennoù ijinet etre Jezuz hag e genseurted), ar pezh a roas ur c’hwezh a awen nevez dezho.
Setu penaos e veze skeudennet Nikodem ha Jozeb Arimatia gant ar Vlandrezed hag an Alamaned, gwisket o-daou gant danvez kaer, unan barvek hag egile divarv ha moal, anezho brizhskeudenn ar vourc’hizelezh er XVvet kantved. Daoust da-se n’o deus ket roet fed d’ar mod-se an arzourien c’hall o deus skeudennet anezho oadet a-walc’h ha barvek.
Ouzhpennet eo bet tudennoù all d’ar skeudenn : soudarded, Sarrazined pe c’hoazh aeled.