An treust a enor eus ar XVI vet kantved a zoug ur C’hroazstagadur : ar C’hrist war ar groaz gant ar Werc’hez ha sant Yann. Briferioù zo e daou benn an treust kizellet war an tri fas a c’hell bezañ gwelet.
An treust a enor, anvet « tref » gwechall, a verk an disparti etre – ar chantele – gouestlet d’al liderezh ha digor d’ar gloer hepken – hag an nev – miret evit ar fideled - a zo kinklet en e bezh gant kizelladurioù lieslivet. Livioù a orin a chom flamm c’hoazh hiziv an deiz.
E tu ar C’hornôg (tu an nev), emañ skeudennet mareoù ar Basion : Jezuz en e dremenvan e liorzh an Olived, ar skourjezañ, Jezuz gant e gurunenn spern, ar C’hrist ereet, daou ael o tastum gwad ar C’hrist, Jezuz o tougen e groaz, Jezuz dismegañset, jezuz stag ouzh ar groaz, ar Werc’hez a druez.
En tu a-dreñv (tu ar c’heur) emañ ar C’hemenn da Vari, ha tro-dro, an daouzek diouganez (ar Sibiled) eus ar mojennerezh gresian-ha-roman.
En Henamzer gresian-ha-roman e veze sellet ar Sibiled evel belegezed o dije resevet an donezon a ziougan digant un doueelezh (Apollon peurliesañ).
Kerkent hag ar IVvet kantved e klaskas Tadoù an Iliz ha war o lerc’h ar skrivagnerien kristen gwelout en orakloù ar Sibiled ar sinoù a embanne, en o doare, donedigezh ur Salver.
E-kreiz ar XVvet kantved eo e tispak en ikonografiezh ar C’hornôg an deveizadur tipologel eus an diouganoù sibilek-se pa voe digaset an Henamzer d’ar sklêrijenn e-kerzh an Azginivelezh.
Amañ an daouzek Sibilenn a zo skeudennet o tec’hel ul lerv ; gwech digor, gwech damzigor pe c’hoazh serret. Sklaer eo eo hemañ levr an diouganoù embannet gant pep hini anezho.
Arouezioù kristen ar Sibiled e-skoaz d’o diouganoù :
1. Sibila Cimmeria : a zoug ur c’horn e stumm ur vured o arouezañ mammelezh ar Werc’hez.
2. Sibila Europa : a zalc’h ur c’hleze o lakaat da soñjal e lazhadeg an Inosanted hag en tec’h en Egipt.
3. Sibila Libia : a zoug ur c’houlaouenn war elum hag a verk ar Sklêrijenn a zegasas ganedigezh ar Salver d’ar bed.
4. Sibila Hellespontos : dougen a ra ur groaz vras, gourskeudenn kroazstagadur ar C’hrist e Golgota.
5. Sibila Tibur : dougen a ra ur vanegenn, pe un dorn troc’het hag a ziskouez dorn ar gward en doa skoet ar C’hrist e-pad ar Basion.
6. Sibila Samos : : dougen a ra ur c’havell
7. Sibila Persia : a zoug ul letern o arouezañ ar sklêrijenn degaset gant ar Mesiaz.
8. Sibila Eritrea : dougen a ra ur bod bras bleuniet hag a zegas da soñj eus an Disklêriadur.
9. Sibila Cumae : a c’hell dougen ur grogenn o arouezañ gwerc’hded ar Werc’hez.
10. Sibila Agrippa : a zalc’h ar skourj, gourskeudenn skourjezadur ar C’hrist.
11. Sibila Delfi : a zalc’h ganti en he dorn ur gurunenn spern.
12. Sibila Frigia : a zoug banniel an dasorc’hidigezh.
Daveoù :
https://fr.wikipedia.org/wiki/Sibylle
https://www.lavieb-aile.com/2016/09/les-douze-sibylles-de-brennilis.html
https://www.lavieb-aile.com/2017/01/les-sibylles-de-la-poutre-de-gloire-de-l-eglise-de-lampaul-guimiliau.html