An tri aoter, e tu ar sav-heol, a ya d’ober un hollad skedus ma c’hell ar feizidi chom estlammet dirazañ. Amañ emaomp dirak ur skouer vat eus an arz barok gant al lec’h sakr a ginnig ur c’hinkladur stank ha fonnus diouzh an arz-se. Evel m’en doa merzet Louis Le Guennec, « ar chantele hag an absidenn a zo kuzhet penn-da-benn dindan munudoù stank ha kaer an aoterioù hag ar panelloù o c’hizelladurioù liesliv pinvidik m’en em strew diwarno adskedoù aour ».

 
 

Ar chantele

 
An aoter vras a zo bet savet diwezhatoc’h, e 1876, hervez ur raktres treset gant ar chaloni hag istorour Jean-Marie Abgrall, genidik eus Lambaol-Gwimilio. An diaraog zo kinklet gant medalennigoù ha podoù-bleunioù war lêroù dispartiet gant kolonennigoù gweet. Nor an tabernakl zo skeudennet warni an oan-Fask, a-bep tu ez eus un izelvos : a-gleiz, Melkisedek a zegas ar bara hag ar gwin : lerv ar C’heneliezh 14:18-20 hag a-zehou, an ael o kennerzhañ ar profed Elia en dezerzh.. Kendeuziñ a ra mat an aoter-se gant stil barok an aoterioù kostez eus ar XVII vetkantved.

 
 
Klikit evit brasaat ar skeudenn

An tri gwerenn-livet er chantele zo bet graet gant Hubert de Sainte-Marie e 1968. War ar werenneg greiz, el lodenn grec’h al lañsetezoù, e anavezer arvestoù tennet eus ar Basion hag eus an Dasorc’hidigezh. War ar werenn-livet e tu an hanternoz : en traoñ e kaver skridoù ar C’heneliezh ha d’an Ermaeziadeg (Krouidigezh Eva, Adam hag Eva temptet hag argaset eus an Eden da-c’houde-se) ; hag e krec’h, ar C’hinivelezh.
War ar werenn-livet e tu ar c’hreisteiz e weler arvestoù an Testamant Nevez (Treuzneuziadur, Pantekost …).
Da uhelañ : ar c’hentañ kristenien, an heskinoù hag an Iliz anamzerel.

Teir delwenn zo kinniget er chantele : ar C’hrist ereet e koad lieslivet (diwezh ar XVIvet kantved), a-gleiz, an abostol sant Paol hag e gleze hag, a-zehou, sant Pêr o terc’hel e alc’hwez. Ar medalennigoù izelvos dindan an ebestel a ziskouez ar vertuzioù teologal, ar pelikant o tennañ e wad evit magañ e bichoned, merzherinti sant Pêr.
 
< merzherinti sant Pêr
 
 
 

Stern aoter ar Basion (kostez hanternoz ar chantele)

Klikit evit brasaat ar skeudenn

Peder c’holonenn weet zo a-bep tu d’al lodenn greiz ma kaver arvestoù eus ar Basion enni. Hervez René Couffon, an uhelvos-se a vefe frouezh ul labour graet er XVI vet kantved gant ur stal-labour eus Anwerpen, hini ar c’hizeller Robert Moreau, ha kenstaget ouzh ar stern-aoter eus ar XVII vet kantved.


 
 
An arvestoù skeudennet :

1. Koan-Fask ha gwalc’h-treid an ebestel.
2. Judaz o pokat da Jezuz
3. Jezuz deroet d’an dismegañsoù ha d’an taolioù
4. Jezuz o tougen e groaz
5. Jezuz stag ouzh ar groaz
6. An diskenn diouzh ar groaz
7. Jezuz lakaet er bez
 
 
E tog ar stern-aoter : ar C’hrist adsavet a varv da vev etre aelez o pediñ hag aelez sonerien. Dindan : Koulm ar Spered-Santel gant aelez a-bep tu dezhi ivez.
Er c’hazeloù, e tu an Hanternoz ez eus un eskob (sant Paol Aorelian ?) hag un izelvos eus ginivelezh ar Werc’hez. E tu ar c’hreisteiz emañ delwennn sant Milio gwisket gant dilhad an dug hag un izelvos eus e verzherinti.

 
 

Stern-aoter sant Yann-Vadezour (kostez kreisteiz ar chantele)


Savet eo bet war ar memes patrom evel stern-aoter ar Basion gant peder c’holonenn weet a-bep tu d’un daolenn greiz :