Diabarzh ar porched

Ur wech tremenet dindan ar wareg-volz kaer-meurbet e kaver delwennoù bras e kersanton, bet gwarezet mat daoust d’an amzer, eus an daouzek abostol, o selloù garv ha kempennet mat o barv. Degas a reont ar C’heloù Mat, hollvedel hag anamzerel, a zeu da erlec’hiañ holl kredennoù kozh ar bed, kinniget d’o zreid.

Evel-se, el lodenn izelañ, e oa bet gouest ar c’hizeller da ziskouez gant ampartiz patromoù an eil Azginivelezh. Dindan ur c’houriblenn ginklet gant tresoù bleunioù ha loened ez eus kolonennoù denheñvel a-bep-eil gant skoedennoù lêr.

An aozer en deus kavet boued e awen e meur a skouer evit skeudenniñ liesseurted ar bed. Ar c’holonennoù denheñvel-se (a dalv da souten ar c’hourizenn) zo anvet kariatid hag atlant (telamon), anezho tresoù klasel eus an Azginivelezh.
 
 

An nor-dal c’hotek (1570)

Emañ an nor-dal e kersanton e foñs ar porched. He framm gotek zo kinklet gant tresoù an Azginivelezh ; krogennoù, maskaradennoù … E-kreiz an timpan emañ ar C’hrist o vennigañ, ur voul gantañ en e zorn.

Ouzh ar pileroù e anavezer : sant Milio o tougen e benn ; sant Anton pe an dall sant Herve gant e vazh, ur manac’h burzhuder (sant Dominik ?) gantañ ul levr digor en e zorn ; sant Damaen, patron an apotikered o tougen ur pod-ognamantoù ; sant Kom, patron ar vedisinourien o tougen un ofisial ; sant Erwan, patron Breizh, gwisket gant e zilhad erminiget ; sant Frañsez Aziz o tegemer goulioù ar C’hrist ha sant Sebastian toull-didoull gant saezhioù.