Porched iliz Bodiliz(1601) a zo ur skouer vat eus donedigezh an eil Azginivelezh gall e Breizh hag unan eus ar skouerioù dibaotañ ma c’heller gwelout pileroù diavaez kizellet outañ : Kolonennoù ionek gant sichennoù kinklet a lêroù zo a-bep-tu da logelloù bras. Skorañ a reont ur c’hourizenn ledan rikamanet-kaer.
 
 

 

War an talbenn meurdezus, tonioù tomm gris melen-ruz ar greunvaen a gord mat gant gris antrakit mein Kersanton an delwennoù, ar c’holonennoù korintiek hag ar c’holonennoù roudennek doare Philibert Delorme.

E-kreiz ar fronton ez eus ur Werc’hez kurunet gant he Mabig, en he sav war ur greskenn loar, hag a ro degemer d’ar barrezianed ha d’ar birc’hirined en iliz a zo dediet dezhi.

 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
Div zelwenn, tal-ouzh-tal, a seblant rannañ kaoz.

A-zehou, an arc’hael Gabriel a gemenn d’ar Werc’hez Vari e vo mamm da vab Doue.

E-tal dezhañ emañ Mari war he daoulin, un dorn ouzh he bruched hag an eil savet evit diskouez hec’h asantiñ. E-harz he zreid ez eus ur vanderolenn en-dro d’ur pod-liliennoù, arouez ar c’hlanded.