Stern-aoter Sant-Matilin (kazel an hanternoz)
Ur beleg eus an IIIvet kantved e oa sant Matilin. Aspedet e veze evit pareañ ar c’hleñvedoù-spered, ar pezh en doa roet ur brud bras dezhañ er c’hantvedoù tremenet.
Anvet e vez ivez an aoter-se « aoter ar Beleg-Meur ». Al lodenn greiz, gant delwenn sant Matilin, zo ur golonenn rubanek a-bep tu dezhi.
War ar c’hourizenn emañ an Tad peurbadel o terc’hel ar Mab. A-gleiz hag a-zehou dezhañ : sant Sebastian ha sant Rok. An daou sant-se a veze pedet pa veze ur c’hleñved-red oc’h ober e reuz.
Er mein-sol, a-zehou, en ur c’hustod bihan, ez eus un delwenn eus sant Laorañs o terc’hel e c’hrilh. En em erbediñ a rae outañ ar re a oa bet devet.
Stern-aoter Santez-Marc’harid Antioch (kazel an hanternoz)
A-bep tu e kaver kolonennoù levn gant un dogenn hag un diaz kinklet gant tresoù struzh alaouret. An delwenn greiz a ziskouez ar santez, ken dous a zremm, o tont er-maez eus an aerouant en doa lonket anezhi. A-bep tu dezhi ez eus kolonennoù gweet kinklet gant barroù gwini.
War ar c’hourizenn : ur banell livet eus ar Spered-Santel ha podoù-tan a-bep tu.
Stern-aoter Santez-Anna (kazel ar c’hreisteiz)
Al lodenn greiz a zo dalc’het gant strollad Santez Anna, ar Werc’hez hag ar Mabig Jezuz a en em zistag diouzh un diadreñv steredennet.
Etre ar c’holonennoù levn marbret e kaver : a-gleiz : sant Joakim hag a-zehou : sant Jozeb.
Ouzh ar c’hourizenn, a gleiz da zehou : santez Barba gant he zour, un eskob, santez Marc’harid hag an aerouant.
A-live gant an tabernakl, a gleiz da zehou : ar pinvidig — sant Erwan — sant Herve gant e heñcher Giharan hag e vleiz doñvaet — ur manac’h pe un ermit o terc’hel ur c’hloc’hig.
Stern-aoter Sant-Laorañs (kazel ar c’hreisteiz )
El lodenn greiz frammet a-bep tu gant kolonennoù gweet kinklet e anavezer sant Laorañs, ul levr dindan e vrec’h, o terc’hel ur galon tan flamm hag ar c’hrilh, arouez e verzherinti. War bep tu d’an aoter ez eus kolonennoù levn, gant ur sichenn hag un dogenn labouret mat.
War ar c’hourizenn, al livadur eus ur galon tan flamm, kurunet gant spern, a ziskouez an devosion da Galon-Sakr Jezuz a vleunias er XVII vet kantved dindan levezon sant Yann-Eudes 1 ha, diwezhatoc’h, gweledigezhioù eus Kalon Sakr da santez Marc’harid-Mari Alacoque 2.
1 : Er XVII vet kantved e oa Yann-Eudes (1601- 1680) ar bruder bras eus kult ar Galon-Sakr Jezuz ha da Galon Dinamm Mari.
2 : Adalek miz Kerzu 1673, Marc’harid-Mari (1647- 1690) he devoe, hervez he zesteni hec’h-unan, meur a weledigezh eus ar C’hrist. An hini brudetañ eo an hini diwezhañ, a zo eus miz Kerzu 1675, ma tiskouez Jezuz e galon dezhi.