Truezegezh ar C’hrist

A-raok e oa bet lakaet strollad Truezegezh ar C’hrist a-us da zor ar sakristiri. Hiziv an deiz e kaver anezhañ stag ouzh moger hanternoz an iliz a-us d’un aoter e maen dezhañ stumm ur bez.

Skultet a-bezh-kaer en ur pezh koad-derv e anavezer levezon ar skol Flamank en he doare-ober. Savet e oa bet gant unan pe meur a arzour donezonet mat hag o deus gouiet eztaoliñ glac’har don an tudennoù.
Dirak emañ Yann, Mari ha Mari-Vadalen (o terc’hel he fod a louzoù c’houez-vat) o tougen korf ar C’hrist. A-drek e c’hellfe bezañ div zelwenn all o skeudenniñ Mari.

 
 

Delwennoù kozh

Delwennoù all a zo da ziskoachañ ouzhpenn ar re a gaver tro-dro d’ar sternioù-aoter :
 
Ouzh ar c’holonenn, e tu hanternoz ar chantele, emañ ar Werc’hez gant ar Mabig Jezuz eus ar XVIIvet kantved, e koad lieslivet, graet gant stal-labour Antoine Chavagnac. Ar Werc’hez zo he zroad o pouezañ war ur voulzouar c’hourizet gant un naer.
 
E tu ar c’hreisteiz emañ delwenn Sant-Paol Aorelian hag e aerouant, e koad lieslivet, diwezh ar XVIvet kantved.

E-barzh an nev, a-dal d’ar gador-brezeg, emañ delwenn ar C’hrist war ar groaz, eus ar XVIIvet kantved moarvat.
 
Piñsin dour benniget, e kersanton, anvet piñsin « an diaoul » (1622). Daou zen a dro e diabarzh evit tec’hel diouzh ur sarpant hag a ziskouez an diaoul. An diavaez zo kinklet gant kerubined ha tresoù plant. A-us, ar C’hrist badezet gant sant Yann dindan un talbenn e greunvaen.
 
 

Livadur

 
Taolenn ar Gerentiezh santel , a-us da nor ar c’hreisteiz a gas d’ar porched, (C) sinet "FLOCH. FECIT. 1662". Un oberenn eus Nikolaz Floc’h eo, aotrou a b/Porzmorvan, ganet war-dro 1610-1615 ha marvet e 1683, mestr livour ha gwerer e Landerne. Livet eo bet gantañ ivez lambruskoù chantele iliz Sant-Divi. Ar Werc’hez a ginnig he Mab da santez Anna, gant a-bep tu dezho Yoakim ha Jozeb. A-zioc’h emañ an Tad peurbadel.