Karnel gozh al liorzh-iliz a zo bet savet e 1667 gant Gwilherm Kerlezroux, mestr arkitektour. Ober a ra evit chapel hiziv an deiz, anvet Chapel an Drinded.

En diavaez

War al live izelañ, un nor war hantergelc’h gant an alc’hwez war valir a zo a-bep tu dezhi prenestroù bihan dispartiet gant kolonennigoù o skorañ ur c’hellaez gant moulladurioù. A-zioc’h an nor, emañ an enskrivadur « MEMENTO MORI » Dalc’h soñj e varvi pe dalc’h soñj emaout o vervel a ro da c’houzout da betra e servije ar savadur-se gwechall.

Al live uhelañ zo kinklet gant kustodoù-kregin dispartiet gant pileroù. Ar c’hustod a-us d’an nor a zegemer ur C’hrist o terc’hel ar voullzouar. E penn uhelañ an tal, ouzh ur c’hourizenn, e weler daou benn marv hag askorn kroazigellet.

Ar penn-iliz gant bannoù troc’het ha noedoù lies a ya d’ober tal kreisteiz ar chapel.

En diabarzh

Stern-aoter an Drinded a c’holo ar banell greiz en he fezh. Ouzh an talbenn, emañ an Tad Peurbadel o vennigañ hag o terc’hel ar voullzouar. Ouzh ar banell greiz emañ ar C’hrist, adsavet a varv da vev, o tont er maez eus ar bez. Etre an div, en ur C’hloar, emañ koulm ar Spered-Santel.

A-zehou d’ar C’hrist emañ sant Sebastian toull-didoull gant saezhioù. A-gleiz dezhañ emañ sant Rok o tiskouez goulioù ar vosenn war e c’har. Bezañs an daou sant-se a zegas da soñj e veze stank ar c’hleñvedoù-red oc’h ober o reuz er XVIvet hag er XVIIvet kantved.

War ar stern-aoter ec’h en em zispak an holl livioù ha stummoù eus an arz barok ; kenkoulz war ar c’holonennoù gweet, kinklet gant barrioù gwini ma teu al laboused ha tudennigoù da c’hwipañ warno, evel war ar c’hinkladur stank-ha-fonnus savet uhel gant an tresoù aour hag al livioù splann ha bev.