Ar maen-font

 
E maen-greun eo ar gibell eus 1651.
 
Gant G.Carquain eo bet savet e 1650. Eizh kolonenn, peder gweet ha peder seizennek, a sko un daez eizh korn dezhañ. Ar c’holonennoù gweet zo kinklet gant barrioù gwini ma zeu al laboused da c’hwipañ warno.
 
Skeudennet eo warnañ badeziant ar C’hrist, un ael gwisket gant ur grez hag an daouzek abostol.
 
Ar fas izelañ eus an daez, a-us d’ar gibell, a ziskouez ar Spered-Santel en ur C’hloar.
 
 

Ar gador-brezeg

Warni e kaver daou vloaziad : 1759 ha 1760.
 
Bannoù ar gibell a ziskouez ar pevar avieler ha pevar doktor latin eus an Iliz ganto ar memes arouezioù :
An erer : sant Yann ha sant Aogustin
An tarv : sant Lukaz ha sant Gregor ar Veur
An ael : sant Mazhev ha sant Yerom
Al leon : sant Mark ha sant Ambroaz
 
 

An orgraoù

Savet eo bet war-dro 1650-1660 gant un oberour ograoù n’anavezer mann ebet diwar e benn. An armel-ograoù hag an dribunell gant he c’holonennigoù kizellet mistr hag he uhelvosoù a zo bet graet gant ar munuzer G. Bras. Ar c’hoarioù kozh zo bet adwelet gant Georges Gloton 1 e 1931. An armel-ograoù a zo bet bihanaet e 1886 evit degemer un ograoù nevez a verk Claus 2.

1 Anezhañ un oberour ograoù, 1876-1955
2 Anezhañ un oberour ograoù, 1822-1890.