Ar bloaziadoù enskrivet war an iliz a ya eus 1533 (porched) da 1679 (sakristiri). Daoust ha gotek he framm e teu c’hwezh nevez an Azginivelezh da wiskañ an iliz en un doare kempouez.
Ar c’hloc’hdi
Ar porched e traoñ ar c’hloc’hdi a zoug ar bloaziad 1573. Pa voe savet ez ae betek 75 metr a uhelder ha moarvat e tenne lorc’h anezhañ an dreviz gant ar c’hoant o doa d’ober kevezerezh gant ar parrezioù tro-dro.
Savet e oa bet war batrom ar c’hloc’hdioù a stil « Kreisker », gant un tour uhel, warnañ ur garidoù hag ur gorzenn hir ha moan gant c’hloc’hdiigoù a-bep tu dezhi. Tra dibar ma’z eus eo ar garidoù savet a-hanter-sav an tour. Padal, ne voe ket kendalc’het ar mod-se a-c’houdevezh. E 1809 e voe torret beg an iliz gant ar foeltr hag e c’heller soñjal a-aes-vat e veze, d’ar mare-se, un diouer bras a arc’hant evit hec’h adsevel evel ma oa a-raok. Setu e oa bet kurunet ar beg troc’het gant un tog plom ha graet eo bet gantañ.
Porched ar c’hreisteiz
Al lodenn goshañ eus an iliz eo, graet e 1533, diouzh ar pezh a zo enskrivet war ar skoedenn dindan delwenn Sant-Mikael.
Ar pilerioù-harp, warno pinakloù, ar skoazioù gant krogoù – hag a zo aet da get evit lod anezho - hag ar gourin damblaen-begek flammek a ziskouez mat framm gotek ar porched. Padal, war-laez an tal, al letern a ro goudor da zelwenn Sant-Paol ha, dindan, an daez gant sant Mikael zo ganto gizioù an Azginivelezh.
A-bep tu d’an antre ez eus un ael o terc’hel ur vanderollenn enskrivet warni gant lizherennoù gotek :
BONES : GENZ : QUE : YCY : PASSEZ PRIEZ : DIEU : POUR : LES : TREPASSEZ
(Tud vat, C’hwi hag a dremen amañ, pedit Doue evit an Anaon)
Bolzadurioù ha postoù an treuzoù zo roudennet don ha kinklet gant askol ha kaol rodellek. Hervez Emmanuelle le Seac’h e c’hellfent bezañ, ken resis o c’hizelladurioù, frouezh al labour kaset da benn gant stal-labour ar p/Brijented. Ar perzhioù dibar nemeto eus ar c’hinkladur-se eo al loened e traoñ ar postoù hag ar bolzadurioù.
A-us d’an antre ez eus siellet ur c’hadran-heol goloet gant ur c’hlopenn dalc’het gant tudennoù diaes da anavezout hag a ziskouez moarvat red an amzer etrezek ar marv.
Uheloc’h c’hoazh, dindan delwenn Sant-Mikael, ez eus ul lost-lamp o skeudenniñ tempterez ar C’heneliezh, dindan stumm ur vaouez-sarpant, dezhi kerniel hag ul lost goloet a skent en-dro d’he c’horf ha ganti en he dorn ar frouezh difennet.
War ar sichenn, sant Mikael en deus sanket fust e groaz e geol an diaoul. Hemañ, dic’hallus, zo o klask tennañ anezhañ er-maez eus e benn, e lost o rodellañ en-dro d’e bav dezhañ e-unan.
Splann eo e c’heller lakaat delwenn sant Mikael en ur geñver gant hini sant Paol Aorelian, anezhañ sant patron ar barrez ha diazezer an eskopti. Hemañ zo o sankañ e vazh-eskob e geol an aerouant e « koat ar sarpant », rak hervez mojenn ar vro ez eo amañ en defe roet lamm d’an aerouant, daoust ma c’hellfe ar vojenn-se displijout da annezidi enez Vazh. Sant Mikael ha sant Paol zo harozed trec’h ar Mad war an Droug. Sur a-walc’h gant kizell Bastian Prijent eo bet graet an div zelwenn-se.
A-us, dirak ar pinakl ez eus un ael daoulinet gant e zaouarn juntet. A-bep tu dezhañ emañ ar Werc’hez ha sant Yann, juntet o daouarn ivez. Daeroù war o divjod a ro da soñjal int bet kizellet gant ar p/Brijented ivez.
En diabarzh, ar volz zo savet gant div groazigell grommvegek. E penn ar porched, div zor c’hevellet zo dispartiet gant ur piler-kreiz hag ur piñsin dour benniget a c’hiz an Azginivelezh :
A-us, ar Werc’hez gant he Mabig – dezhi eo dediet an iliz – a zegemer ar weladennerien. Lakaet eo bet war ul lost-lamp o taolenniñ un ael gant ur vanderollenn enskrivet warni « PAX VOBIS ». An daouzek abostol, a-us da vankoù ar fablik, a oa bet taolet d’an traoñ ha morzholet e-pad an Dispac’h. Adlakaet int bet en o flas ur wech renevezet. An daezioù a-us da bep hini anezho zo gotek nemet hini sant Per a zo a c’hiz an Azginivelezh. Anavezout a reomp :
E tu ar reter : Per, Tomaz, Jud, Yann, Jakez ar minor, Jakez ar major
E tu ar c’hornôg : Andrev, Filip, Barteleme, Mazhev, Mazheaz, Simon
Ar penn-iliz
Bloaziad 1627 zo enskrivet warnañ. Ar penn-iliz, bet adsavet er XVIIvet kantved, zo klasel ha « Beaumanoir » e stil, gant tri fignon hag un doenn gant noedoù lies. An holl dogelloù zo kinklet gant krogoù lemm ha toullet gant prenestroù uhel. Kreñvaet eo ar c’hornioù gant skoazennoù-kreñv goloet gant leternigoù dezho gargoulioù war valir. Meurdezus eo an holl draoù.
Ar sakristiri
Ar sakristiri dezhi ur stumm hirgarrez gant ur penn-iliz trizalek a zoug ar bloaziadoù 1673 ha 1679. Ar skoazennoù-kreñv e pep korn, warno leternigoù, a gord diouzh ar gwellañ gant ar penn-iliz. E tu ar reter ez eus un dourell-skalier a c’hell an dud mont gantañ d’al leur uhelañ.