Elfennoù arouezus oc’h ober ur c’hloc’hdi

1 - Korzenn / beg an iliz

2 - Kloc’hdiig-korn / tourig-korn

3 - Kambroù ar c’hleier

4 - Pinakl gant skoazelloù-bolz

5 - Garidoù gant aspledoù

6 - Tour

Un nebeud skouerioù

Kloc’hdi Sizun
Ar stil Kreisker
Kloc’hdi chapel Itron-Varia ar C’hreisker e Kastell-Paol eo en deus awenet an doare da sevel ar c’hloc’hdioù-se a zo e-touez ar re uhelañ eus ar C’horn-Bro. An tour, ar c’hleier ennañ, zo frammet gant skoazelloù-bolz tev ha toullet gant digoradurioù bras dezho stumm ul lansetez. Outañ ez eus ur garidoù gant kloc’hdiouigoù-korn hag ur gorzenn uhel eizhkognek digor war he feder c’hostez.
 
Kloc’hdi ar Roc’h-Morvan
Ar c’hiz Leon
Stank int e Bro-Leon hag anavezapl int dre an daou live a c’haridoù gant aspledoù, kinklet e pep korn gant ur piler gotek, a zo tro-dro da gambroù ar c’hleier .
Beget eo an tour gant ur gorzenn dantelezet eizhkognek gant pevar c’hloc’hdiig tro-dro dezhi.
 
Kloc’hdi Plouziri
Ar c’hiz Kerne
Heñvel int ouzh ar c’hloc’hdioù giz Bro-Leon, met n’eus nemet ur garidoù en-dro d’an tour.
 
Kloc’hdi Lambaol-Gwimilio
Ar stil Beaumanoir
Disheñveliñ a reont diouzh ar re all dre an dourell, ur viñs enni, a zo stag ouzh unan eus skoazelloù-bolz an tour pennañ.
Aes ha marc’had-mat eo an doare-ober-se a ro tro d’ar parrezioù modestañ da berc’hennañ ur gwir c’hloc’hdi.
 
Kloc’hdi Sant-Houardon Landerne
Ar c’hloc’hdioù-dom
Dont a reont war wel el Leon adalek an XVIIIvet kantved dindan levezon an Azginivelezh italian er vro.
E plas ar gorzenn c’hotek e kaver leternioù kurunet gant domoù, an eil war-benn egile. E pep korn ez eus leternioù ivez e-lec’h ma kaver ordinal pinakloù-korn.